Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
devezh
Gwelet an tem Dibun an devezh
Stummioù :
journée
-
👂 🔗 Ha feiz, goude a-benn daou pe dri devezh, un toullad deizioù goude neuze, 'ma tennet e bañsamant dezhañ.
A fé goudé, bènn dow pé dri déwes, 'n toullet têio goudé, ma tènned i bañsaman déañ.
Et deux ou trois jours après, quelques jours après, je lui avais retiré son pansement.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Un ouvrier a vije, un devezhier evel e vije lavaret quoi, ya. Eñ ne rae ket 'met un devezh pe daou ar sizhun quoi, se a depante deus...
’N ouvrier vijé, ’n déwéjer vèl vijé lât quoi, ya. Heñ rè ke mèd eun déwes pe dow zun quoi, zé dépañté deus...
Il y avait un ouvrier, un journalier comme on disait, oui. Il ne travaillait qu'un ou deux jours par semaine, ça dépendait de...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Anfin, peurvuiañ e vije pe un devezh ar sizhun pe daou devezh ar sizhun, ha e vije ar memes tra bep sizhun, quoi. Ya. Eñ a oa an abitud quoi ma kerez.
Añfin, pèrvuañ vijé pé ’n déwes zun pé dow déwes zun, a vijé momes tra bop sun quoi. Ya. Eñ oa ’n abitut quoi ma kées.
Enfin, en général c'était un jour par semaine ou deux jours par semaine, et c'était pareil chaque semaine. Oui, c'était l'habitude, si tu veux.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Al loened eo ret pleal dionte ar pezh a vez d'ober dezhe tout, feiz, n'eus ket a voaien d'ober... Oh bac'h ! me 'h a d'ober un devezh... Goro herie hag arc'hoazh e rin un devezh ober traoù all, met neuze aze n'eus ket a voaien d'ober se heñ.
Loèned è rét pléel donté péz vé d'or dè tout, fé, n'eus ke vwoien d'or... O ba ! Mé 'h a d'or 'n déwes... Goro héié hag arhoas rin 'n déwez or trèw all, mè neuhé ahé n'eus ke vwoien d'or zé eñ.
Il faut s'occuper des bêtes en faisant ce qu'il faut, ce n'est pas possible de faire... Oh bah, je vais faire une journée de traite aujourd'hui, et demain je ferai une journée d'autre chose, mais ce n'est pas possible de faire ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met ar memes tra a vije aze quoi, ar memes pred a vije bepred quoi, ya. Ya. Daou devezh friko, quoi.
Mê momes tra vijé ahé quoi, momes préd vijé bopet quoi, ya. Ya. Dow déwes friko quoi.
Mais c'était la même chose [le deuxième jour], le même repas, oui. Deux jours de banquet.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Arri teus graet ur sakre devezh !
[aj tøs gɛt ˈsakʁe ˈdewəs]
Tu as fait une sacrée journée ! [ironique, à quelqu'un qui n'a pas fait grand-chose dans sa journée]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Arri neus graet ur sakre devezh !
[aj nøs gɛt ˈsakʁe ˈdewəs]
Il a fait une sacré journée [de pluie] !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
jour
-
👂 🔗 se a dremeno un devezh bennak
[ze dre'me:no 'ndewəz bə'nɑ:k]
ça passera un jour ou l'autre
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi