Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
muioc'h
Stummioù :
plus
-
👂 🔗 Ar patatez a vije gros quoi, ha peogwir 'nijent ur bern bouturioù, feiz, e vijent troc'het abalamour da gaout muioc'h ma kerez, abalamour da... laosket e vije ur vouturenn pe div war bep hini quoi, ma kerez, quoi, ha e vije o troc'hañ patatez e-barzh ar solier.
Patates vijé gros quoi, a pegur nijènt bèrn bouturio, fé, vijent trohet bañw te gawt muoh ma kées, bañw te... Losked vijé e vouturenn pé diw war bop ini quoi, ma kées, quoi, a vijé trohañ patates bah zoier.
Les pommes de terre étaient grosses, et comme elles avaient beaucoup de boutures, on les coupaient pour en avoir plus, si tu veux, pour... On laissait une bouture ou deux sur chacune, on coupait les pommes de terre dans le grenier.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha goude pa 'mamp arri muioc'h neuze, a-benn neuze e oa graet, e oa graet ar machin ha siloioù ha tout, ha evel se, neuze e oa aezetoc'h reiñ boued dezhe, neuze goude e oa graet ar salle, neuze e oa graet ar salle de traite neuze.
A goudé pé mam ai muoh neuhé, bènn neuhé oa gwèt, oa gwèt machin a siloio a tout, a vesé, neuhé oa êstoh rèin bwét tè, neuhé goudé oa gwèd salle, neuhé oa gwèt salle de traite neuhé.
Et après, quand on en a eu plus, c'est à ce moment qu'on a fait la machine et les silos et tout, et comme ça, c'était plus facile de leur donner à manger. Peu après, on a fait la salle de traite.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. 'Tije ur vatezh pe unan bennaket ordin. 2. Ur vatezh, ya. 1. Beñ ya. E-kichen me 'mije den ebet... 2. Unan deus ar bourk a-hont a deue a-wezhioù, pa vije muioc'h d'ober
1. Tijé vates pé un bénnaked ordin. 2. Vates, ya. 1. Beñ ya, kichen mé mijé dén bét. 2. Un deuz bourk awon dé (a)wêjo, pé vijé muoh d'or.
1. Tu avais toujours une servante ou quelqu'un. 2. une servante, oui. 1. Ben oui. Alors que moi je n'avais personne. 2. Quelqu'un du bourg là-bas venait parfois, quand il y avait plus à faire.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Heu, ar re-mañ n'int ket poazh. Met ma vijent bet muioc'h poazh e vije bet... e vijent bet devet.
Eu, ar ré-mañ n'int ke poah. Mé ma vijènt bét muioc'h poah vijé bét... vijènt bé dèwet.
Heu, ceux-ci ne sont pas cuits. Mais s'ils avaient été plus cuits, ils auraient été brûlés.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Biniou, ya, ya, pa vije sonerien muioc'h solut quoi.
Biniou, ya, ya, pé vijé zonêrien muoh solut quoi.
Du biniou, oui, quand il y avait des musiciens plus costauds.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Div wech ar sizhun, apeupre e vije ribotet. A-blasoù e vije laosket pelloc'h, marteze e vije un tamm bihan muioc'h a amann, met... a-benn neuze ne vije ket ken mat ivez.
Diw wêch zun, apeuprè, vijé ribotet. Blaso vijé losket pèlloh, matéé vijé tamm bien muoh amann, mèt... Bènn neuhé vijé ke kén mat ie.
On barattait deux fois par semaine environ. Dans certaines fermes, ils le laissaient un peu plus longtemps, [comme ça] il y avait un peu plus de beurre, mais... pour alors il n'était plus aussi bon.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 n'eo ket kalz muioc'h yen an dour evit 'h eo er-maez
[nɛ kə kɑlz 'myɔh je:n du:r wit hɛ me̞:s]
l'eau n'est pas beaucoup plus froide qu'à l'extérieur
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Muioc'h fur eo da c'hoar bihan evitout neuze ? (T: Sur !) Te a zo ur marmouz bihan neuze !
[myːh vyʁ e̞ te hwɑːʁ ˈbiən witut ˈnœe te zo ˈmɑːʁmus ˈbiən ˈnœe]
Alors ta sœur est plus sage que toi ? (T : Certainement ! ) Alors tu es un petit garnement, un petit fripon, une petite canaille !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Ya serten reoù a nez ezhomm da gousket muioc'h evit reoù all se depant deus... N'int ket tout memes tra quoi. Se... se a zo evel tud bras hag a bep sort.
[ja ˈsɛʁtɛn ˈɾeo ne eːm ˈkuskə myχ wi ˈʁeo al ze ˈdepɑ̃n døs ə ˈni cə tut mɔ̃sˈtʁa kwa se se zo wɛl dyt bʁɑːs a bop sɔʁt]
Oui certains on besoin de dormir plus que d'autres, ça dépend de... Ils ne sont pas tous pareils. C'est comme les adultes et tout ça.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 kazi muioc'h evit 'nez c'hoant
['kae 'myɔh wid ne hwɑ̃n]
presque plus qu'il ne veut
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Muioc'h a draoù evit arc'hant !
[myh dʁɛw wid ˈɑʁhɑ̃n]
plus de choses que d'argents [dans les porte-monnaies] [dans une grande-surface]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Garan a mo muioc'h soñj diontañ.
[ˈgaʁɑ̃n mo myχ ʒɔ̃ːs ˈdɔ̃tɑ̃]
Garan je m'en souviendrai mieux.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien