Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

juntañ

Stummioù :

correspondre

  • 🔗 ne welan mann ebet da juntañ gant se

    ['wɛlɑ̃ kə mɑ̃n bet tə 'ʒyntɑ̃ gɑ̃n se]

    je ne vois rien qui corresponde à ça [à ce mot-là]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 lakat an traoù da juntañ

    ['lɑkə ntrɛw də 'ʒyntɑ̃]

    faire concorder les choses

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lakat anezhe da (justañ ?)

    [’lɑkə nɛ: də ’ʒystɑ̃]

    les faire concorder [rimer]

    ???

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 dre an avani 'mamp douar distok-mat deus ar menaj, hag an douar-se a oa douar tammoù a bep sort, gleb hag a bep sort, ha zo... a junte gwelloc'h evit ober saout

    [dɾe nawɑ̃ɲ mɑ̃m ’du:aɹ ˌdi’stɔk’mɑt dəs ’me:naʃ a ’du:aɹ ze wa ’du:aɹ ’tɑ̃mo bop sɔʁt glep a bop sɔʁt a zo ’ʒynte ’wɛlɔh wid o̞:ɹ zo̞wt]

    étant donné que nous avions des terres très éloignées de la ferme, et ces terres-là étaient des terres un peu de toutes sortes, humides et de toutes sortes, et il y a... elles convenaient mieux pour faire des vaches

    Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

rimer

  • 👂 🔗 lakat anezhe da juntañ

    [’lɑkəd nɛ: də ’ʒyntɑ̃]

    les faire rimer

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ha gwechall e vije lavaret ur bern heu... E brezhoneg e vije graet rimastelloù deus se te, heu, lakat traoù da junt[añ]... heu, ya, alies, ya.

    [a gwe'ʒal viʒe 'lɑː 'bɛʁn ø – bʁe'zõːnəg viʒe 'gwɛ ʁimas'tɛlo døs 'se te – ø 'lakə 'tʁɛw də 'ʒynt – ø ja a'liəs ja]

    Et autrefois, on disait beaucoup de heu... En breton, on appelait ça des comptines, heu, faire rimer les choses... oui, souvent, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Evel-se emañ kont, d'ar bed all e vo ret mont quoi. Ça allait bien ensemble, ça finissait par « ont ». Traoù da juntañ ma kerez.

    C'est comme ça, il faudra aller dans l'autre monde. [...] Des choses qui riment, si tu veux.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

joindre

  • 🔗 lampat treid juntet

    ['lɑ̃mpət trɛjd 'ʒyntət]

    sauter à pieds-joints

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Penaos 'mije lavaret dit ? D'arriet da juntañ ar pezh a oa e-barzh heu... e-barzh heu... Evel... war-lerc'h gwinizh ne vije ket laket tout an traoù. Ha war-lerc'h un dra all e vije laket un dra all, hag a-raok lakat un dra e vije laket un dra all.

    [pə'noːz miʒe 'lɑː tit – 'dajə tə 'ʒyntã pez wa bah ø bah ø – vɛl – waʁlɛʁχ 'kwiːniz vi'ʒekə 'lakə tun'tʁɛw – a waʁlɛʁh ən dʁa'al viʒe 'lakə ndʁa'al – a ʁok 'lakə n'dʁa viʒe 'lakə ndʁa'al]

    Comment te dirais-je ? Pour réussir à joindre ce qui était dans... Comme... Après le froment on ne mettait pas n'importe quoi. Et après une chose, on mettait une autre chose, et avant de mettre une chose, on mettait une autre chose.

    À propos de la rotation des cultures.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal