Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

dont en-dro

revenir

  • 👂 🔗 Evel just, ma vije ar park d'achuiñ, feiz, e chome d'achuiñ ar park quoi, 'nije... n'aje ket e-barzh ar park an deiz war-lerc'h evit dont en-dro pe da...

    Vèl just, ma vijé park t’achuiñ, fé, chomé d’achuiñ park quoi, nijé... N’aché ket bah park ’n dé war-lèrh wid don dro pé de...

    Bien sûr, s'il fallait finir le champ, il restait finir le champ. Il ne serait pas revenu dans le champ le lendemain juste pour revenir...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 dont en-dro ur wezh bennaket 'meus graet

    [dɔ̃n dro: weʒ bə'nɑkə møz grɛt]

    revenir je l'ai fait quelque fois

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne deui ket en-dro da Vear ?

    [di kə dro də 'veɑr]

    tu ne reviendras pas à Bear ?

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'h an da dont en-dro parce que goude 'h an da chom da glakenniñ adarre

    [hɑ̃ dɔ̃n dro paskə ’gu:de hɑ̃ də ʃɔm də gla’kenĩ ’ɑe]

    je vais faire demi-tour parce que après, je vais rester bavarder de nouveau

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pa oa bet deut ar brizonierien en-dro deus an Almagn 'da gwelet bern traoù du-hont

    [pe wa be dœd ə ˌbrizɔ̃'ɲɛrjɛn ndro: dəz nal'mɑɲ da 'gwɛ:lə bɛrn trɛw 'dyɔ̃n]

    quand les prisonniers étaient revenus d'Allemagne, ils avaient vu plein de choses là-bas

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 da bemp bloaz warn-ugent e oa deut en-dro

    [’bɛmpla waʁ’ny:gən wa dœ ndʁo̞]

    il était revenu à vingt-cinq ans

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar reoù gozh deus euh... ma deufent en-dro bremañ n'onn ket penaos e rafent

    [ʁew go̞:z dœz ə ma ’dɛfɛɲ dɾo̞ ’bomɑ̃ nɔ̃ kə pə’nɔ̃:z ’ʁɑfɛɲ]

    les anciens de euh... s'ils revenaient maintenant, je ne sais comment ils feraient

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

tourner

  • 👂 🔗 E vije e-pign, hag ar re-se a vije ur skabell en-traoñ, hag ar re-se a vije o tont en-dro eno tout.

    [viʒe 'piɲ a ʁehe viʒe 'skɑːbəl n'tʁɔw – a ʁehe viʒe tõn 'dʁoː eno tut]

    Elles [les chaînes] étaient accrochées et il y avait un siège en bas et elles tournaient.

    À propos du manège appelé « casse-cou ».

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pa 'na gwelet anezhañ o vont d'an ti ha klevet an alc'hwez o tont en-dro, allez bremañ ma flac'h emezañ, en em debrouilhit gant ma paotr aze ma karit.

    Pé na gwéle néañ von te’n ti a klêwet ’n alhwé ton dro, alé, brœmañ me vlah méañ, non débrouillit gan ma pot ahé, ma kéêt.

    Quand il l'avait vu atteindre la maison et qu'il avait entendu la clé tourner : « Allez, maintenant ma fille, dit-il, débrouillez-vous avec mon garçon si vous voulez. »

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha hennezh, hennezh a oa un disque. Ha neuze e vije laket bep a batatezenn e-barzh an disque, ha peogwir e deue en-dro, e deue en-dro neuze, 'nije graet e roudenn a-raok quoi ma kerez, ha evel se bep 'h ae, deue ar rod en-dro neuze... eo an hini e laoske ur batatezenn, patatezenn e-barzh.

    A heñ, heñ oa un disque. A neuzé vijé lake bop e batatézenn bah ’n disque, ha pegur dé ’ndro, dé ’ndro neuhé, ’nijé gwèd i roudenn rok quoi ma kées, a vesé bop dê, bopte dé rod ’ndro neuzé, è ni loské e batatézenn bars.

    Et c'était un disque. Et alors on mettait une pomme de terre dans [chaque compartiment du] disque, et comme il tournait – il avait fait son sillon avant – et comme ça, au fur et à mesure que la roue tournait, elle laissait une pomme de terre dedans.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

fonctionner

  • 👂 🔗 C'hwec'h eur, c'hwec'h eur hanter, a-benn seizh eur ordin e vije ar machin da c'horo o tont en-dro heñ. A-benn eizh eur, eizh eur hanter e vije fin da c'horo.

    hwèh eur, hwèh eur anter, bènn sèiz eur ordin vijé machin de horo ton dro eñ. Bènn èiz eur, èiz eur anter vijé fin da horo.

    La machine de traite était en marche pour six heures, six heures et demie, sept heures. Pour huit heures, huit heures et demie, la traite était terminée.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ar radio o tont en-dro

    [’radjo tɔ̃n dro]

    la radio fonctionnait

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a vez o tont en-dro

    [hẽ: ve tɔ̃n dro:]

    il [la radio] fonctionne

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a deu en-dro

    [ẽ: dɑ ndro:]

    il fonctionne, il marche

    Gant : Jerar Tili, ganet e 1947 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a deue en-dro tout gant dour hañ

    [hẽ: dɛ ndɾo: tud gɑ̃n du:ɹ ɑ̃]

    il fonctionnait entièrement avec de l'eau

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ya, met n'eo ket bet o tont en-dro, geo ?

    [ja mɛ nɛ kə be tɔ̃n dro: gɛ]

    oui mais elle n'a pas fonctionné ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deut en-dro ?

    [døt ɛn'dro:]

    a fonctionné, marché ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me ne lakan ket an tele da dont en-dro gwech ebet pa vezan o tebriñ

    [me 'lɑkɑ̃ kəd ə 'nte:le dɔ̃n dɾo: gweʒe'be pe ve:n 'ti:bĩ]

    moi je ne mets jamais la télé en marche quand je mange

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 evel da lakat ar mikroioù da dont en-dro ha...

    [wɛl də 'lɑkəd ə mi'krojo dɔ̃n dɾo: a]

    comme pour mettre en route les micros et...

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 N'onn ket penaos e oa, just a-walc'h, koulskoude 'meus bet gwelet anezhi o tont en-dro, met...

    ['nõŋ kə pə'noːz wa justə'waχ – kus'kuːd møs pe 'gwe̞ːlə 'nɛj tõn'dʁoː]

    Je ne sais pas comment elle [= le moulin] était justement. Pourtant je l'ai vu fonctionner mais...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Graet eo da dont en-dro gant gazol mat ha n'eo ket gant kaoc'h.

    Gèt an dro gan-n gazol mat ha nè ket gan-n koc'h!

    [gɛt ã dʁo gãn gazol mat a nɛ kø gãn kox]

    Elle est faite pour tourner avec du bon gazole et pas avec de la merde !

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

marcher fort

  • 👂 🔗 hag aze gwelet a rez, e oan ar gentañ, ar bloaz war-lerc'h e oan an eilvet, ya deus xxx (?) e oare kwa, ha... hag an drivet bloavezh memes tra, han-se gwelet a rez, gwelet a rez d'ar c'houlz-se, d'ar c'houlz-se 'ma reoù hag a deue en-dro kwa

    [ag 'ɑ:he gwe̞z wɑ̃n 'gentɑ̃ bla waɹ'lɛʁh wɑ̃n 'nɛjət ja dəz ? 'wɑ:ɹe kwa a a 'ndɾi:əd 'blɑwəs ˌmɔ̃məˈstɾɑ: ɑ̃'se gwe̞:l ə ɹe̞s gwe̞:l ə ɹe̞s də 'hulse də 'hulse ma ɹew a de ndɾo kwa]

    et tu vois, j'étais le premier, et l'année suivante j'étais le deuxième, oui selon xxx (?) on savait quoi, et... et la troisième année même chose, donc tu vois, tu vois qu'à cette époque-là, à cette époque-là j'en avais qui marchait fort [courses de pigeons]

    ???

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi