Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
nav
Stummioù :
neuf
-
👂 🔗 Ha feiz goude evel just e oa savet, debret lein war-dro eizh eur hanter nav eur, ha feiz, adeured a oa an deiz war-lerc'h aze.
A fé goudé vèl-just oa savet, dèbe lèin war-dro èiz eur hanter, naw eur, a fé, hadeuret oa ’n dé war-lèrh ahé.
Et ensuite, bien sûr, on s'était levé, on avait pris notre petit-déjeuner vers huit heures et demi neuf heures, et le lendemain c'était le retour de noces.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 betek nav u e tozv ar bik
['bekə nɑw y: dɛw ə bic]
la pie pond jusqu'à neuf œufs
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bep nav bloaz a nav bloaz, a-benn neuze... a-benn neuze e veze bodoù evel-se warne
[bob nɑv blɑ: nɑv blɑ: bɛn 'nœhe bɛn 'nœhe viʃe ɑj 'bu:ʒo vi'se warnɛ]
tous les neuf ans, pour alors... pour alors il y avait des branches comme ça dessus
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 N'on ket kat en em gousket war serten eurioù (?) da... da nav eur pe dek eur aze.
[ˈnɔ̃ːŋ kat də nɔ̃n ˈguske war ˈsɛʁtɛn ˈœʁjo də də ˈnɑvəʁ pe ˈdegəʁ ˈɑe]
Je ne peux pas dormir à certaines heures, vers neuf ou dix heures.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien