Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

traoù (ha –)

etc.

  • 👂 🔗 Plato, heu ya, plato, gouzout a oarez, ar machin ha e vije laket ed warnañ, ed, gwinizh paket, ha neuze plouz ha traoù, bet 'teus bet gwelet ar seurt-se o tremen gant boutelloù plouz, evel boutelloù carré ha traoù evel se ya.

    Plato, eu ya, plato, goûd e oarès, machin a vijé laked ét warnañ, ét, gwinis paket, a neuhé plous a trèw, bét teus bé gwêlet sort-sé trémen gan boutêllo plous, vèl boutêllo carré a trèw vesé ya.

    Le plateau, oui, tu sais, le machin sur lequel on mettant le blé... Le blé, le froment ramassé et la paille et tout, tu as déjà vu ce genre de chose passer avec des bottes de paille, comme des bottes carrées et tout comme ça, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Sell aze moc'h ha saout ha traoù avat.

    Sèll ahé moh a zowt a trèw hat.

    En voilà des porcs et des vaches et tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

tout (et –)

  • 👂 🔗 Traoù a vije enne ordin quoi, ma kerez, met aze, se a sach war an douar bepred, derc'hen da hadañ enne ha traoù

    Trèw vijé nènnè ordin quoi, ma kées, mèd ahé zé jèch war an douar bopet, dèrhen de hadañ nènnè a trèw...

    Il y avait toujours des choses dedans [des cultures dans les terres], si tu veux, mais en tout cas, ça épuise la terre, de continuer à y semer et tout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 chalotez ha traoù

    [ʃa'lo:təz a trɛw]

    des échalottes et tout

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kavet e vez moc'h-gouez ha traoù

    [kɑ:d ve moh gwẽ: a trɛw]

    on trouve des sangliers et autres

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aze 'h eo ret krapet gant kelornioù ha traoù all

    ['ahɛ ɛ rɛt 'krapət gãn ke'lɔrɲo a trɛw]

    là il faut escalader avec des seaux et tout

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi