Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

où (là –)

lec'h (e –)

  • 👂 🔗 N'eo ket du-mañ hañ. N'eo ket e lec'h on me bremañ, e-barzh ar Veuzit an hini a oa.

    N’è ke du-mañ añ. N’è ke lèh ’h on mé brœmañ, bah Veuzit ’n ni oa.

    Ce n'est pas chez moi. Ce n'est pas là où j'habite maintenant, c'était au Veuzit.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha war hennezh e vije laket ma kerez, war-benn, neuze e vije kemeret ar machin neuze ha neuze e vije laket war... c'hoari an dro un tamm partout ha sachet deus al lec'h, al lec'h 'h ae re bell e-barzh ar bordoù, e oa traoù da... ken e vije arri labezet partout war-benn quoi.

    A war heñ vijé laket, ma kées, war-bènn, neuhé vijé koméret machin neuhé, ha neuhé vijé laket war... c’hoari ’n dro tamm partout, a jèchet deus lèh, lèh ’h ê ré bèll bah bordo, oa trèw de... kén vijé ai labéet partout war-bènn quoi.

    Et on mettait [la pâte] dessus [sur la galetière], et on prenait le machin [le racloir], et on faisait le tour avec, on tirait d'un côté, du côté où elle [la pâte] allait trop loin vers le bord, jusqu'à ce qu'elle soit répartie partout.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'H eo aet da chom e-barzh an ti, e-barzh an ti, feiz e-lec'h omp bremañ quoi ma kerez.

    'h è wèt te chom ba 'n ti, ba 'n ti, fé lèh 'h om brémañ quoi ma kées.

    Elle est allé habiter dans la maison où nous sommes actuellement.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E-lec'h e vije ar saout o kousket aze, keit e vijen me o c'horo, eñ a rae traoù evel se quoi.

    Lèh vijé zowt kousked ahé, kèit vijèn mé horo, eñ rê trèw vesé quoi.

    Là où dormaient les vaches, pendant que moi je trayais, lui faisait des choses comme ça [les nourrir, mettre de la paille].

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ha evel se 'meump renket goude, heu, goude bezañ prenet ur menaj bihan 'meump renket prenañ e-lec'h e oamp c'hoazh, war ar marc'had. Ah beñ ya. Nim 'meump komañset par prenañ traoù hañ. 2. Ya. 'Pa desket prenañ.

    1. A vesé meum rènket goudé, eu… goudé béañ préned e ménach pïen meum rènket prénañ lèh oam hoas, war marhat. A beñ ya, nim meum komañset par prénañ trèw añ. 2. Ya. Pa disket prénañ.

    1. Et ainsi nous avons dû, heu... après avoir acheté une petite ferme, nous avons aussi dû acheter là où nous étions, par-dessus le marché. Oui, nous avons commencé par acheter des choses. 2. Oui. Vous aviez appris à acheter.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hag e vezent... e vezent laket 'ba boestoù... 'ba ur voe... boestoù houarn e lec'h n'arrie ket ar razhed nag... nag al logod

    [a viʃɛɲ viʃɛɲ 'lɑkəd ba 'gweʃto ba ə wes 'gweʃto 'huərn le̞h 'nɑjɛ kə 'ɾɑhəd waɾnɛ na na 'lo:gət]

    et on les mettait... mettait dans des boîtes [l'argent]... dans une boî... des boîtes en fer où ni rats ni les souris ne pouvaient venir

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Nann hañ oh nann e lec'h eo ini... inondet ha tout an traoù olala.

    Non hein oh non là ou c'est inondé et tout ça.

    [nɑ̃n ɑ̃ o nɑ̃n le̞χ ini iˈnɔ̃dət a tun tʁɛw oːlala]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 War al lec'h out te eo gwasket a-walc'h marteze.

    [wa le̞χ uːte e̞ ˈgwɑskə wɑχ maˈtee]

    Là où tu es [où tu habites] c'est assez abrité peut-être.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 lec'h emañ honnezh aze

    [le̞h mɑ̃ hɔ̃:z 'ɑhe]

    où se trouve celle-là là [centrale nucléaire]

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lec'h e vezer abituet

    [le̞h vɛ:r abi'tyət]

    là où on est habitué

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e-lec'h zo ezhomm

    [le̞h so e:m]

    là où il y a besoin

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lec'h e oa ar maeri gwezh-all

    [le̞h wa mɛ'ri gwe'ʒal]

    là où était la mairie autrefois

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lec'h oan-me o chom

    [le̞h wãn me ʃom]

    là où j'habitais

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag ec'h a diouzhtu lec'h zo kezeg

    [a ha dy'sty le̞h so 'ke:zɛk]

    et elle va tout de suite là où il y a des chevaux

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 a-hent-all ec'h aen e-lec'h e veze ezhomm

    [hɛn'dɑl hɛn le̞h viʒe e:m]

    sinon j'allais là où il y avait besoin

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... oa an anv e-lec'h e oa

    [wa 'hɑ̃:no le̞h wa]

    ... était le nom où elle était [le nom du lieu dit où elle habitait]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi