Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

manquer

c'hwitañ

  • 👂 🔗 'Meus ket c'hwitet kalz... da c'horo, heu, beñ pa sellan se, beñ...

    Meus ke hwitet kales de horo, eu, beñ pé zèllañ zé, beñ…

    Je n'ai pas souvent manqué la traite, quand j'y pense...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ur wezh bennaket ec'h arrian da c'hwitañ

    [weʃ bə’nɑkə ’hɑjɑ̃ də ’hwitɑ̃]

    une fois le temps j'arrive à rater

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 abaoe n'eo ket bet c'hwitet, abaoe n'eo ket bet c'hwitet

    [bwe ne̞ kə be 'hwitət bwe ne̞ kə be 'hwitət]

    depuis il n'a pas manqué, depuis il n'a pas manqué [livraison du journal]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ral e vije din c'hwitañ

    [ɹɑ:l ɹɑ:l viʒe dĩ 'hwitɑ̃]

    ça m'arrivait rarement de rater [résolution de problèmes]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Charl ne oa ket c'hwitet kwa

    [ʃɑɹl wa kə 'hwitət kwa]

    Charles n'avait pas laissé passer l'occasion quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

mankout

  • 👂 🔗 Person Trezelan normalamant a-wechoù n'ae ket e lec'h all da lavaret quoi. 'Met ha mank a rafe unan tu bennaket, neuze, 'h ae a-wechoù met heu... Normalamant, an hini a oa 'ba ar barrouz a oa sañset [?] 'ba ar barrouz quoi. Ya.

    ['pɛʁsõn tʁe'zelãn nɔʁma'laːmãn 'we̞:jo ne kə 'lɛχ al də 'laːt kwa] [mɛt a 'mãk ə 'ʁafe 'yn ty be̞'nakət 'nœhe 'he 'we̞:jo me̞dø] [nɔʁma'laːmãn 'niː wa bah 'baːʁus wa 'sãsət ? bah 'baːʁus kwa ja]

    Le curé de Trézélan normalement n'allait pas ailleurs dire [la messe]. À moins qu'il manquait quelqu'un quelque part, alors il y allait parfois, mais heu... Normalement, celui qui était dans la commune était censé [?] dans la commune. Oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ne oa ket bet manket mann

    [wa kə be 'mɑ̃kə mɑ̃n]

    il n'avait manqué de rien

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eus ket bet manket da debriñ

    [nøs kə be 'mɑ̃ŋkəd də 'di:bi]

    on n'a pas manqué de nourriture

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag evel-se 'mamp derc'het e-pad ar brezel, ne oa ket bet manket traoù dimp

    [a və'se nɑ̃m 'dɛrhɛt pad 'bre:zəl wa kə be 'mɑ̃ŋkət trɛw dim]

    et comme ça nous avions tenu pendant la guerre, nous n'avions manqué de rien

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 du-mañ ne vanke ket amann

    ['dymɑ̃ 'vɑ̃ŋkɛ kəd ɑ̃'mɑ̃n]

    chez nous le beurre ne manquait pas

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se a vank dezhi

    [ze vɑ̃ŋg dɛj]

    ça lui manque

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 unan a vank dezhañ

    [yn vɑ̃ŋk teɑ̃]

    il lui en manque un

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 N'eo ket se a vank.

    [ˈnɛ kə ze vɑ̃ŋk]

    Ça n'est pas ça qui manque.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 hag e-pad ar brezel e oamp bet rekouret peogwir... ne oa ket manket mann ebet dimp peogwir... kou... ne oa ket gouloù a-raok, evel-se ne oa ket... 'mamp graet hepañ

    [a pad 'bʁe:zəl wɑ̃m be ʁe'ku:ʁət py'gy:ʁ wa kə 'mɑ̃ŋkə mɑ̃n be tim py'gy:ʁ ku wa kə 'go̞:lo ɹo̞:k və'se wa kə nɑ̃m gwɛt hepɑ̃]

    et pendant la guerre nous avions été favorisés puisque... nous n'avions manqué de rien puisque... le cou... il n'y avait pas de lumière [courant] avant, comme ça il n'y avait pas... nous avions fait sans lui

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eus ket manket dour dezhe na mann ebet

    [nøs kə 'mɑ̃kəd du:ɹ dɛ: na mɑ̃n'bet]

    il ne leur a pas manqué d'eau ni rien

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ec'h arri se da vankiñ

    [hɑj ze də 'vɑ̃ŋkĩ]

    ça arrive à manquer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi