Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
début
komañsamant
Gwelet an tem Ar c'homañsamant
-
🔗 an hini a vez o kanañ e komañsamant an hañv ?
[’nini ve ’kɑ̃:nɑ̃ komɑ̃’sɑ̃mɑ̃n nɑ̃:]
celui qui chante au début de l'été ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e komañsamant ar miz ?
[komɑ̃ˈsɑ̃mɑ̃n miːz]
au début du mois ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 E komañsamant ar miz-mañ eo 'nez bet daou vloaz.
[komɑ̃’sɑmɑ̃n miːz mɑ̃ e̞ ne be ’dowla]
Il a eu deux ans au début de ce mois-ci.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Feiz nim a oa o tont d'ar gêr hom-div trankil ha brav da noz, quoi. Pa oamp just e-barzh e-tal komañsamant an hent da vont eno : « Oh ma Doue eta ! Petra zo oc'h ober se ? »
[fe nim wa 'tõntə'ge̞ːʁ õm'diw 'tʁãkil a 'bʁaw den'nos kwa – pe wãm jyst bah tal ˌkõmã'samãn en'nɛn de võn 'eno – o ma'duːe ta – pʁa zo 'hɔːʁ zeː]
Nous revenions à la maison toutes les deux tranquillement le soir. Quand nous étions juste devant l'entrée du chemin pour y rentrer : « Oh mon Dieu alors ! Qu'est-ce qui est en train de faire ça ? »
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
penn kentañ (ar –)
-
🔗 e penn-kentañ ar miz
[pɛn ’kentɑ̃ mi:s]
au début du mois
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
beg
-
👂 🔗 pa ne vije ket... pa ne vije ket traoù all e beg an hañv aze
[pe vi’ʒe kət pi’ʒe kət tɾɛw al beg nɑ̃:n ’ɑ:he]
quand il n'y avait pas... quand il n'y avait pas autre chose au début de l'été là
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba beg an hañv, pa deu an hañv ervat kwa
[a bah beg nɑ̃: ’nœ:he pe dœ nɑ̃: vɑ:t kwa]
au début de l'été, quand l'été est bien là quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi