Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
mourir
mervel
Gwelet an tem Mervel
-
👂 🔗 e oa aet da gerc'hat ar garg delioù hag e oa serret an delioù pell a oa, ha pa oa arri evit serriñ anezhe, e oa naered e-barzh, « daonet e vo », eñ o komañs darc'hañ traoù 'ba ar c'harr, e oa komañset an naered da fiñval hag arriet ur gaerell emezañ, 'tije gwelet an naered o partial tout deus partout, karzhet e oant emezañ gant euh... hoñ a groge en enne hag e varvent hañ, « tak », ken prim-se
[wa ɛt tə ’gɛrχəd gɑrg ’dɛʎo a wa ’zɛrə ’ndɛʎo pɛl ə wa a pe wa ɑj wid ’zɛrĩ nɛ: wa ’ɛ:rət bɑrs ’tɑ̃wnə vo ẽ̞: ’komɑ̃z ’dɑrχɑ̃ trɛw bah χɑr wa ko’mɑ̃səd ’nɛ:rɛd də ’vĩwəl ag ɑj gɛrl meɑ̃ tiʒe ’gwɛ:ləd ’nɛ:rɛt par’tiəl tut dəs par’tut ’kɑrzə wɑ̃ɲ meɑ̃ gɑ̃n ə hɔ̃: ’grɔ:ge nenɛ a ’vɑrwɛɲ ɑ̃ tɑk ken ’prymze]
il était allé cherché son chargement de feuilles et il avait ramassé ses feuilles depuis longtemps, et quand il était arrivé pour les ramasser, il y avait des serpents dedans, « nom de dieu », lui de commencer balancer des choses dedans, les serpents avaient commencé à bouger et une belette était arrivée dit-il, tu aurais vu les serpents tous partir de partout, ils avaient détalé avec euh... elle les mordait et ils mourraient hein, « tac », aussi vite que ça
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 evit an deizioù e varvfont tout, e vo yen
[win ’deʎo ’vɑrfɔ̃n tut vo ji:n]
ces jours-ci ils mourront tous, il fera froid
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
mont
Gwelet ivez taolennoù an displegadurioù.
-
🔗 evel-se eo aet
[və'se hɛw ɛd ɑ̃]
c'est comme cela qu'il est parti [mort]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aet eo kuit
[ɛd ɛ kwit]
il est parti [décédé]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
partiañ
Gwelet an tem Partiañ
-
🔗 evit ar bloaz zo partiet ur bern 'vat
[wid blɑ: zo par'tiə bɛrn vɑt]
cette année beaucoup sont partis [décédés]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'Met ha franchamant soufrafe re pe un dra bennaket, a-wechoù marteze e vez kontant da bartiañ met a-hend-all...
[mɛt a fʁã'ʃamãn zu'fʁafe 'ʁeː pe n'dʁa be'nakə 'we̞ːʒo ma'tee ve 'kõntãn də baʁ'tiãn me̞ hɛn'dal]
À moins qu'on ne souffre franchement trop, parfois on est peut-être content de partir [mourir], mais sinon...
Gant : plac'h, ganet e 1940 e Trezelan (Bear), o chom e Trezelan (Bear).
Dastumer : Riwal
pakañ
-
🔗 prest e oan da bakañ
[pre̞st wɑ̃n də 'bɑkɑ̃]
j'étais sur le point de mourir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
kreviñ
-
👂 🔗 ar glujiri ha tout a debre anezhe goude, e kreuvent tout
[kly'ʒy:ri a tut 'de:bɛ nɛ: 'gu:de 'krœ:vɛɲ tut]
les perdrix et tout les mangeaient après, elles mourraient toutes
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo kaoz 'meus kaset anezhi uhel, a-raok e oa izel xxx ( ?), me 'meus kaset anezhi uhel, ma... ma blantenn aze a oa o vont da greuviñ, met 'h on sur 'h eo al lamp-se a oa oc'h ober se, ha 'ma laket ar bl... laket anezhi... 'ma laket anezhi de toute façon, tri pevar deiz zo meus laket anezhi en tu all, merde alors ! emañ o tiperisañ tout, n'on ket petra zo kaoz, oh ! moarvat 'h eo al lamp a ra se ! ha 'ma kaset anezhi en tu all ha diouzhtu 'h eo bravaet eu... an eil a oa o vont da... hañ ! flip flap hein !
[zesˈko̞z møs ˈkɑsəd nɛj ˈyːəl - əˈʁoːg wa ˈiːzəl - ? - me møs ˈkɑsə nɛj ˈyːəl - ma mə ˈblɑ̃ntən ˈɑhe̞ wa fɔ̃n də ˈgʁœːvĩ - mɛ hɔ̃ zyːʁ he̞ ˈlɑ̃mpse wa ˈho̞ːbəʁ ze - a ma ˈlɑkət bl ˈlɑkə nɛj ma ˈlɑkə nɛj ...- tʁi ˈpɛwaʁ de so møz ˈlɑkə nɛj ntyˈɑl ... - mɑ̃ tipeˈʁisɑ̃ tut nɔ̃ kə pʁasˈko̞ːs - o maˈhɑt he̞ lɑ̃m ʁa ze - a ma ˈkɑsə nɛj ntyˈɑl a dyˈsty he̞ bʁaˈwɑːd ə - nɛj wa fɔ̃n tə - ɑ̃ mɛ flip flɑp ɛ̃]
c'est pour ça que je l'ai mise en hauteur, avant elle était basse xxx ( ?), je l'ai mise en hauteur, ma... ma plante là allait crever, mais je suis sûr que c'était cette lampe-là qui faisait ça, et j'avais mis la pl... l'avais mise... je l'avais mise de toute façon, il y a trois quatre jours que je l'ai mise de l'autre côté, merde alors ! elle est en train de dépérir complètement, je ne sais pas pourquoi, oh ! sans doute que c'est la lampe qui fait ça ! et je l'avais mise de l'autre côté et tout de suite elle avait embellie... la deuxième était sur le point de... hein ! flip flap hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 amañ zo bet kreuvet saout
['ɑ̃mɑ̃ zo be 'krœ:və zowt]
ici il y a des vaches qui ont creuvé
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
[troioù-lâr / expressions]
-
🔗 ... pa 'h ae ar wezenn da fall
[pe hɛ ’weən də vɑl]
... quand l'arbre mourrait
Gant :
Dastumer : Tangi
-
🔗 siret eo e votoù dezhañ
['si:rəd ɛ i 'voto deɑ̃]
ses chaussures sont cirées [il est sur le point de mourir]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 hemañ zo aet d'ober sukr gant gwalenn e gein
['hemɑ̃ zo ɛd do̞:ʁ syk kɑ̃n 'gwɑ:lən i gɛɲ]
celui-ci est allé faire du sucre avec sa colonne vertébrale [personne décédée]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi