Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
falloir (ne pas –)
arabat
-
👂 🔗 Arabat e vefe debriñ re diontañ, ya, kar...
Arabat véfé dibi ré diontañ, ya, ka...
Il ne faudrait pas en manger trop, oui, car...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Arabat e vije ober re, ah ya kar... Ha pa vije re domm ar billig, te, kazi ne oa ket a voaien delc'hen d'ober krampouezh, peogwir neuze 'h aent du.
(A)rabat vijé or ré, a ya ka... A pa vijé ré domm billik, té, kahé oa ke vwoien dèrhen dor krampous, pegur neuhé 'h ènt du.
Il ne fallait pas en faire trop [du feu], car... Et quand la galetière était trop chaude, on ne pouvaient presque plus faire de crêpes, car elles noircissaient.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ya, ur mekanik, ya ya ya ya, hag a droc'he anezhe din 'ba trañchennoù evel jambon, hag e veze... met arabat dit boutañ re e-barzh, aze ne veze ket droed nemet... da div vetrabezenn kwa
[ja mi’kɑ̃:niɟ ja ja ja ja a ’dɾohɛ nɛ: dĩ ma tɾɑ̃’ʃeno wɛl ’ʒɑ̃bɔ̃ a viʃe mɛ ’rɑ:bə dit ’butə ɾe bɑɾs ’ɑe viʃe kə drwɛd mɛ də diw vetra’be:zən kwa]
oui, une machine, oui oui oui oui, et elle me les coupait en tranches comme du jambon, et il y avait... mais il ne fallait pas pousser trop dedans, là tu n'avais droit qu'à... tes deux betteraves quoi [machine à broyer des betteraves]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 Arabat eo touch !
Rabeut è touch !
[ʁabət ɛ tuʃ]
Interdit de toucher !
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Arabat eo c'hwezhañ an tan pa vez tomm an heol.
Rabeut de wouéan tan-n pa tom è nèwol.
[ʁabət də wue'an tãn pa tom ɛ nɛwol]
Il ne faut pas faire un feu quand il fait chaud.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Arabat klemm !
Rabeut klèm !
[ʁabət klɛm]
Pas le droit de se plaindre !
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 arabat eo aretiñ se !
['ɹɑ:bəd e̞ a'ɹɛtĩ ze ɑ̃]
il ne faut pas arrêter ça !
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 du-hont eo arabat debordiñ hañ
[ja 'dy:ən e̞ 'ɹɑ:bəd de'bɔɹdĩ ɑ̃]
oui, là-bas il ne faut pas déborder hein [histoires racontées]
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arabat eo lâret eu... traoù 'vezez ket sur
[ˈɹɑːbəd e̞ ˈlɑːɹəd ə - tɾɛw ˌve̞s kə ˈzyːɹ]
il ne faut pas dire euh... des choses dont tu n'es pas sûr
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. oh, non ! non ! non ! ha neuze arabat eo lakat re domm ivez, kua ? gwechall 'vije ket kement-se tommder 'ba an tier, hañ ! non 2. pa vije graet tan war an oaled 1. ya, ya, e vije graet tan, hag ar c'hafe o tommañ, 'ba ar pod-kafe ya, 'ba ar pod-kafe, war... nann ! 'ba al ludu, un tamm bihan bord eu... e bord ar chiminal
1. [... - a ˌnœhe ˈɹɑːbəd ˈlɑkəd ˈɹe do̞m ˌiˑə - ˌkyˑa - gweˈʒɑl viˌʒe keˌmese ˈto̞mdəɹ ban ˈtiˑəɹ - ɑ̃ - ...] 2. [pe ˌviʒe ˌgɛ ˈtɑ̃ːn waɹ ˈnwɑːlət] 1. [ˌjɑ - ˌjɑ viʒe ˌgwɛ ˈtɑ̃ːn - ag ə ˈhɑfe ˈto̞mɑ̃ - ba ˌputˈkɑfe ˌjɑ - ba ˌputˈkɑfe - waɹ - ˌnɑ̃n - bah ˈlyːdy - tɑ̃m ˈbiˑən ˌbɔɹd ə - ˌbɔɹd ə ʃiˈmiːnal]
1. oh, non ! non ! non ! et alors il ne faut pas mettre trop chaud non plus, n'est-ce pas ? autrefois il n'y avait pas autant de chaleur, hein ! non 2. quand on faisait du feu sur le foyer 1. oui, oui, on faisait du feu, et le café en train de chauffer, dans le pot à café oui, dans le pot à café, sur... non ! dans la cendre, un peu au bord euh... au bord de la cheminée
Gant :
– Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
– Frañsoa Briand, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arabat eo kouezhañ... ni 'ba un extrême ni 'ba egile
[ˈɹɑˑbəd e̞ ˈkweˑɑ̃ - ...]
il ne faut pas tomber... ni dans un extrême ni dans l'autre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig ar Falc'her, ganet e 1940 e Rospez, o chom e Rospez, tud bet ganet e Rospez / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arabat eo bezañ re catégorique
[ˈɹɑˑbəd e̞ ˌɹe ...]
il ne faut pas être trop catégorique
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig ar Falc'her, ganet e 1940 e Rospez, o chom e Rospez, tud bet ganet e Rospez / Langoad.Dastumer : Tangi
-
🔗 a-wechoù e vez arabat mont re fonnus
[ˈweˑʒo ve ˈɣɑˑbəd mɔ̃n ɣe ˈvɔ̃nys]
parfois il ne faut pas aller trop vite [dans le travail]
Gant : Daniel Ernod, ganet e 1940 e Plûned, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arabat eo lâret !
[ˈʁɑːbəd e̞ lɑːt]
on ne peut pas dire [que ça aille mal] !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 fin, arabat din kontañ gevier met eu... soñjal a ra din emañ e-barzh, rak-kar en-dro d'ar chapel n'eus ket... nemet gwez ha... traoù, n'eu#... n'eus ket monumant ebet a-hend-all, 'gredan ket
[...]
enfin, il ne faut pas que je raconte de mensonges mais euh... je crois qu'il est [enterré] dedans [chapelle], car autour de la chapelle il n'y a... que des arbres et... tout, il n'y... il n'y a aucun monument autrement, je ne crois pas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)