Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
apporter
kas
-
👂 🔗 Ma 'tez c'hoant da gas un tamm gachenn d'unan bennak e vi kat d'ober. Peogwir 'to da asied d'ober.
Ma té c'hoan te gas tamm gachenn d'un bénnak vi kat t'or. Pugur to de asiet t'or.
Si tu veux apporter un morceau de gâteau à quelqu'un, tu pourras le faire. Parce que tu auras ton assiette pour ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa vije d'ober mont d'ar gare da gas patatez pe un dra bennak evel se, e vije ret din mont gantañ ordin. Peogwir ne glevje ket an otoioù oc'h arriout na mann ebet.
Pé vijé d’or mon te gare de gas patates pé en dra benna vesé, vijé rét tin mon gantañ ordin. Pegur glèwché ket ’n otoio ’h aiet na mann bét.
Quand il fallait aller à la gare apporter les pommes de terre, ou quelque chose comme ça, il fallait toujours que je l'accompagne. Parce qu'il n'aurait pas entendu les voitures arriver ni rien.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze un tamm a vije kaset d'ar vilin ivez. Evit ar bara.
A neuhé ’n tamm vijé kaset te vilin ie. Wid bara.
Et alors, on en apportait un peu [de farine] au moulin aussi. Pour le pain.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Kas koad d'an ti, kas koad d'an ti, arri eo an amzer gri !
[kas kwat də ti kas kwat də ti aj e̞̞ ˈnɑ̃mzəʁ gʁi]
Amasses du bois, amasses du bois, le mauvais temps arrive !
Paroles attribuées à sa mère originaire de Saint-Laurent née en 1917. Il sait que cette phrase est attribuée à un oiseau mais il n’est pas certain duquel il s’agit. La grive en est l’auteure. Giraudon 2000 p.55 (La grive)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
degas
-
👂 🔗 Ya neuze e c'hallez degas un dra bennaket din da lakat anezhañ warnañ. Abalamour dit da gas da blad ganit d'ar gêr.
Ya neuhé c’hallès diès ’n dra bennaket tin da lakat néañ warnañ. Bañw tit te gas de blat kenit te gêr.
Oui alors tu peux m'apporter quelque chose pour mettre dessus. Pour que tu puisses ramener ton plat chez toi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 e degasi da Coca bihan ganit neuze.
Dièsi de Coca bien genit neuhé.
Tu apporteras ton Coca.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz neuze e vije drailhet he c'hoad dezhi berr, degaset dezhi tout en he c'hichen eno hag eno evel se e lake ar pezh a gare tro-ha-zro.
A fé neuhé vijé drailhet i hoat tèi bèrr, dièset tèi tout ni hichen éno, ag éno vesé laké péz garé tro-a-zo.
Et alors on lui coupaient des morceaux de bois courts, on les lui apportait, et comme ça elle mettait ce qu'elle voulait [ce dont elle avaient besoin] tout autour.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 X, me a raio krampouezh emberr. Ah mat eo neuze, e degasin koad dit.
X, mé rèi krampous mbèrr. A mad è neuhé, diesin koat tit.
X, je vais faire des crêpes ce soir. Ah d'accord, je vais t'apporter du bois.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 gwechall e vije degaset maerl 'ba euh... 'ba an douar peogwir e oa... hag e vije kokich, kokich-mor a vije lâret dioute, eñ a vije gwenn aze
[gwe’ʒɑl viʒe ’djɛsə mɛrl bah ə ban ’duar py’gy:r wa a viʒe ’kokiʃ ˌkokiʒ’mo:r viʒe lɑ:t tjɔ̃tɛ ẽ̞: viʒe gwɛn ’ɑe]
autrefois on faisait venir du maerl dans euh... dans la terre puisqu'il y avait... et il y avait des coquillages, des coquillages de mer qu'on disait, c'était blanc là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a vez degaset traoù din goude ma ne debran ket re...
[me ve ’djɛsə trɛw dĩ ’gu:de ’dɛ:bɑ̃ kə re]
moi on m'apporte des choses pourtant je n'en mange pas trop...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an hini gozh tal-kichen 'da 'da 'da... un dorchenn evel-se ha 'da degaset anezhi ganti
[a n:i go:s tal'kiʃən da da 'ndɔrʃən və'se a da 'djɛsə nɛj 'gɑ̃ti]
et la vieille à côté avait avait... un coussin comme ça et elle l'avait apporté avec elle
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha degaset he blantoù din kuit din da vont du-hont d'aroziñ anezhe
[a ’djɛsɛd i ’blɑ̃nʃo dĩ kwit tĩ dɔ̃n ’dyɔ̃n da’ro:zĩ nɛ:]
et elle m'a apporté ses plantes pour ne pas que j'aille là-bas les arroser
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba Inter 'h eo... 'h eo Prad a degas ar bara
[ba ɛ̃'tɛr hɛ hɛ prat djɛs 'bɑ:ra]
à Inter c'est... c'est [le boulanger de] Prad qui apporte [livre] le pain
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pep hini a degas e disk gantañ
[po'pi:ni djɛs i i disk kɑ̃tɑ̃]
chacun apporte son... son disque
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 donc ar reoù all 'da ket bet de... kredet degas anezhe en-dro met me a oa bet gantañ, « penaos 'h an d'ober gant ar poulê-se ? »
[dɔ̃ŋk ʁew ˈɑl ˌda kə be de ˈkʁeːdə dje̞z ne̞ ˈndʁo mɛ me wa bed ˈgɑ̃ntɑ̃ - pəˈnɔ̃ːz hɑ̃ do̞ːʁ gɑ̃n ˈpuːle̞ ze]
donc les autres n'avaient pas ra... osé les rapporter mais moi j'avais été avec, « comment vais-je faire avec ce poulet-là ? »
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 et le petit plateau marron, 'teus ket degaset anezhañ d'ar gêr ? oh ! 'teus ket soñj ken ? 'meus aon e vo skoet 'ba ar poubelle, ha soñjet 'meus... se zo...
[... - ˈtøs kə ˈdje̞sə ˈneɑ̃ də ge̞ːʁ - hɔ - ˈtøs kə ˈʒɔ̃ːs ken - møˈzo̞wən vo ˈskoːə bah puˈbɛl - a ˈʒɔ̃ːʒɛ møs - ze zo]
et le petit plateau marron, tu ne l'as pas rapporté à la maison ? oh ! tu ne te souviens plus ? j'ai peur qu'il ne soit jeté à la poubelle, et j'ai pensé... c'est...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 degas paper dindan !
[dɛs 'pɑpər di'nɑ̃:n]
apporte du papier [pour mettre] dessous !
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant Céline, met a-benn neuze 'deuec'h ket c'hwi aze ken hañ ! met evel-se eu... 'da bet komañset dont eu... pa oa 'ba ar foyer, hag evel-se e blije dezhi dont da... e deue da evañ kafe, ha gwech-ha-gwech-all e degase ur bakadenn gafe, peotramant ur bakadenn gachoù ganti, met plijout a rae dezhi dont hañ !
[gɑ̃n seˈlin - mɛ be̞n ˈnœːhe ˈdɛhkə hwi ˈɑhe̞ ken ɑ̃ - mɛ viˈse̞ ə da be ko̞ˈmɑ̃sə dɔ̃n ə - pa wa bah fwaje a viˈse̞ ˈbiːʒe̞ dɛj dɔ̃n tə - de̞ də ˈeːvə ˈkɑfe - a ˌgweʃəgweˈʒɑl ˈdjɛse̞ baˌkɑˑdən ˈgɑfe - pəˈtɑ̃mɑ̃n ˈdjɛse̞ baˌkɑˑdən ˈgɑʃo ˈgɑ̃nti - a ja - mɛ piːʒ ə ʁe̞ dɛj dɔ̃n ɑ̃]
avec Céline, pour lors vous ne veniez plus là hein ! mais comme ça euh... elle avait commencé à venir euh... quand elle était au foyer, et comme ça ça lui plaisait de venir... elle venait boire du café, et quelquefois elle apportait un paquet de café, ou autrement un paquet de gâteaux, elle aimait venir hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
dont gant
-
🔗 un dra zo deut ganit, un tamm rezin
[ən drɑ: zo død gɑ̃nit 'tɑ̃m 're:zin]
tu as apporté une chose, un peu de raisin
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Tangi
-
🔗 biskot 'neus ket deut ganit ?
[bi’skɔt nəs kə dəd gə’nit]
tu n'as pas apporté de biscottes ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ne oa ket deut arc'hant ganin
[wa kə død 'ɑrhɑ̃n gɑ̃nĩ]
je n'avais pas apporté d'argent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aze eo deut ar baner ganti herie
['ɑhe e død 'bɑ:nər 'gɑ̃nti 'hɛje]
là elle a apporté le panier aujourd'hui
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Deut zo bara ganit ?
Doet zo bara genit ?
[dœt zo baʁa gønit]
Tu as ramené du pain ?
Herve Seubil : Deuet zo bara ganit ? Eleze : degaset 'z veus bara ?
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 n'eo ket deut da garned ganit-te ?
[nɛ kə dœd də ’gɑʁnɛ gɑ̃nit:e]
tu n'as pas apporté ton carnet à toi ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 honnezh a oa deut ganin deus Tours
[hɔ̃:z wa dœt kɑ̃nĩ dəs tuɹ]
celle-là je l'avais ramenée de Tours
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lêr a deue gantañ da-heul
[le̞:ɹ de gɑ̃tɑ̃ də hœ:l]
il apportait du cuir en plus
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
arriout gant
N'eus frazenn ebet c'hoazh.