Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
peu (un –)
tamm (un –)
-
👂 🔗 ar c'hoaven eo an hini a ra an druz e-barzh, un tamm. Ya.
C'hoaven è 'n ni ra 'n dru bars, tamm. Ya.
C'est la crème qui fait qu'il est gras, un peu. Oui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Debr un tamm c'hoazh alese. 'To ket ken ?
Dèb tamm c'hoas lésé. To ke kén ?
Manges-en encore un peu. Tu n'en veux plus ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Un tamm a bep sort quoi, e pleez deus an dud ha a bep sort quoi heñ.
Tamm bop sort quoi, pléez deuz ’n dut a bop sort quoi eñ.
Un peu de tout, tu t'occupais des gens et tout quoi.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha neuze un tamm a vije kaset d'ar vilin ivez. Evit ar bara.
A neuhé ’n tamm vijé kaset te vilin ie. Wid bara.
Et alors, on en apportait un peu [de farine] au moulin aussi. Pour le pain.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha me a vije n'onn ket pegeit oc'h esa deskiñ un tamm bihan, ha evel se, ptt, ha e oan diskourajet quoi.
A mé vijé n’onn ke pégèit ’h ésa diskiñ tamm bïen, a vesé, ptt, a oan diskourajet quoi.
Et moi je passais je ne sais combien de temps à essayer d'en apprendre un peu, et du coup, j'étais découragé quoi.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E vije troc'het an delioù un tamm bihan quoi ma kerez, abalamour... kuit dezhe da vezañ re hir.
Vijé trohe 'n dèio tamm bïen quoi ma kées, bañw... kuit tè de véañ ré hir.
On coupait un peu les feuilles, si tu veux, pour qu'elles ne soient pas trop longues.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Et voilà ma buhez un tamm bihan.
Et voilà me bué tamm bïen.
Et voilà un peu ma vie.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Kar ret e vije laoskel anezhe ur pennad neuze e-barzh ar park a-raok serriñ anezhe ivez, n'eo ket ? 2. E-barzh an aer, e-barzh an avel... 1. E-barzh an aer ya. 2. Da sec'hañ gwelloc'h. 1. Da sec'hañ un tamm bihan ya.
1. Ka réd vijé loske nè pènnet neuhé bah park rok zèrriñ nè ie, n’è ket ? 2. Bah ’n èr, bah ’n awel. 1. Bah ’n èr, ya. 2. De zéhañ wêlloh. 1. De zêhañ tamm bïen ya.
1. Car il fallait les laisser un moment dans le champ avant de les ramasser, non ? 2. À l'air, dans le vent... 1. À l'air oui. 2. Pour qu'ils sèchent mieux. 1. Pour qu'ils sèchent un peu oui.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
🔗 un tamm partout
[tɑ̃m paʁˈtut]
un peu partout
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 dihentet e vezont ivez un tamm
[di'hɛntəd vɛɲ ije tɑ̃m]
elles sont déroutées aussi un peu [cigognes]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 un tamm grosaat a ra, ne ra ket fonnus sur
[tɑ̃m gro’sɑ:d ra ra kə ’vɔ̃nyz zy:r]
elle fait une petite croissance, assurément elle ne fait pas vite [arbre]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Un tamm bihan ouzhpenn ha skoet en ennon.
[tɑ̃m ˈbiən spɛn a skoː ˈnenɔ̃]
Un peu plus et il me rentrait dedans.
[avec sa voiture]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Evel-se se a sikour anezhañ un tamm bihan. (T. : Se a sikour anezhañ.)
[vəˈsɛː ze ˈʒitʲuʁ neː tɑ̃m ˈbiən]
Comme ça ça l'aide un peu.
[d’avoir sa grand-mère à ses côtés]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Navet a zo un tamm bihan evel... tamm bihan evel kolza met tamm mat... tamm mat abretoc'h d'ober e fleur.
[navɛt so tɑ̃m ˈbiən wɛl əː tɑ̃m ˈbiən wɛl ˈkolza mɛ ˈtɑ̃mat ˈtɑ̃mat aˈbretɔχ doːʁ i flœːʁ]
La navette c'est un peu comme le colza mais beaucoup plus précoce à fleurir.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
bannac'h
Gwelet an tem Ar bannac'h
-
🔗 ur bannac'h bihan dour 'ba ar poull
[bɑ̃h ’bijən du:r bar pul]
un peu d'eau dans la mare
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Oh ya, ober a raio herie ur bannac'h. Marteze ne raio ket kalz met... ober a raio ur bannac'h bihan a gav din.
[o ja 'ɔːʁ ʁɛj 'heje 'bãχ – ma'tee 'ʁɛjkə 'kalz mɛt – 'ɔːʁ ʁɛj bãχ 'piən gaf 'tĩ]
Oh oui, il en tombera un peu aujourd'hui [pluie]. Peut-être pas beaucoup, mais je pense qu'il en tombera un petit peu.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
riñsadenn
-
👂 🔗 ur riñsadenn bannac'h kalet, ur bannac'h gwin-ardant a blije dezhe kwa, ur bannac'h mik aze, oh ! ur riñsadenn kwa
[rĩ’sɑ:n bɑ̃h ’kɑ:lət bɑ̃h gwi’nɑrdən ’bi:ʒɛ dɛ: kwa bɑ̃h mik ’ɑhe o ə rĩ’sɑ:n kwa]
une petite dose d'alcool fort, ils aimaient un petit coup d'eau de vie quoi, un coup d'eau de vie là, oh ! un fond
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi