Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

recevoir

degas

  • 👂 🔗 e oa degaset ur paper dezhañ

    [wa ’dɛsə ’pɑpər deɑ̃]

    on lui avait envoyé un papier

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

reseviñ

  • 🔗 a-blasoù e veze resevet fall

    ['blɑso viʒe re'se:və fɑl]

    par endroit il était mal reçu

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 resevet war toull an nor

    [rə'se:vəd war tul no:r]

    reçu sur le pallier

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'ba un tenue propr da resev an aotrounez

    [ban ’tœ:ny pɾɔp də ’ɹesɛv no̞’tɾɔ̃:ne]

    dans une tenue propre pour recevoir les personnes d'importance [généraux]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

arriout

  • 🔗 pep hini 'h arri e hini e-unan

    [po’pi:ni hɑj i ’hi:ni i’hyn]

    chacun reçoit la sienne [déclaration d'impôt]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me me 'h arrio ma drakteur ganin a-benn... a-benn teir sizhun

    [me me ’hɑjo ma ’dʁɑktəʁ gə’nĩ bɛn bɛn tɛʁ zy:n]

    moi je réceptionnerai mon tracteur dans... dans trois semaines

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi