Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

frapper

skeiñ

Gwelet an temoù Skeiñ, Skeiñ dour ha Bezañ stroñset

  • 👂 🔗 Met aze ne vez ket ezhomm kalz tra, da lakat ur plac'h da gaout poan. Kar n'eo ket a-walc'h... Heu, skeiñ a ra poan, marteze, met ober a ra poan hemañ ivez.

    [mɛd ’ahe ve kəd ’e̞ːm kals ’tʁaː də ’lakə ’plaχ də ’gãːt ’pwãːn] [ka ’nɛ kə ’waχ] [’skɛjn ʁa ’pwãːn ma’tee mɛ ’ɔːʁ ʁa ’pwãːn ’hemã iə]

    Mais il ne faut pas grand-chose pour faire souffrir une fille. Car ce n'est pas tout de... Heu, frapper ça fait mal, mais celle-ci (en montrant sa tête) fait mal aussi.

    Pour dire que les insultes et les méchancetés peuvent autant faire souffrir que les coups.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ec'h aen da c'hoari tro ar parkeier da droc'hañ ar yeot diwar revr... diwar revr ar wezenn ordin, dam d'an iliav pas da vont d'ar brankoù na mann ebet, ha neuze e veze brankoù naet da divarrañ, 'tije ket iliav met xxx(?) war... war ar gwez aze euh... ne veze ket gwelet ur bod, e renk... e renkes divachañ, divachañ (?) an iliav-se a-raok... a-raok skeiñ da hach, ha goude e oarez pelec'h skeiñ da hach neuze

    [hɛn də hwɑj tɾo ə paɾ'kɛjɛɾ də 'drohəd ə jɛwt diwar ɾɛ:ɾ diwar ɾɛ:ɾ 'weən ɔr'di:n dɑ̃m də 'niʎɛw pas tə vɔ̃n də 'bɾɑ̃ŋko na mɑ̃n'bet a 'nœe viʃe 'brɑ̃ŋko nɛt də di'vɑrɑ̃ tiʃe kə 'iʎɛw mɛ avi ə rɛs waɾ war gwẽ: 'ɑhe ə viʃe kə 'gwɛ:lə bu:t 'rɛŋkə 'rɛŋkɛz di'vɑʃə di'vɑʃə 'niʎɛwze ɾog ɾok 'skɛĩ də hɑʃ a 'gu:de 'wɑ:rɛs pleh 'skɛĩ də hɑʃ 'nœhe]

    j'allais faire le tour des champs pour couper l'herbe au pied... au pied de l'arbre tout le temps, à cause du lierre pour qu'il n'aille pas jusqu'aux branches ni rien, et alors il y avait des branches nettes à couper, tu n'avais pas de lière mais xxx (?) sur... sur les arbres là euh... on ne voyait pas une branche, tu de... tu devais enlever (?), enlever le lierre-là avant... avant de frapper avec ta hache, et après tu sais où frapper avec ta hache alors

    ???

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 skeiñ

    ['skɛĩ]

    frapper, taper

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 skeiñ warnañ

    [skɛj warnɑ̃]

    taper dessus

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 skeiñ an eil 'ba un all

    [skɛj nɛʎ ba nal]

    frapper l'une dans l'autre

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Eben emezañ n'onn ket petra emezañ a rafe ma skofen warni abalamour d'ober dezhi kerzhet emezañ, marteze e fachfe ha e bartife evel un tenn. Ne oa ket ken sur deus honnezh.

    [i'beːn meã nõŋkə 'pʁaː meã 'ʁafe ma 'skofɛn 'waʁni bãw tɔʁ 'dɛj 'kɛʁzəd meã – ma'tee 'vaʃfe a baʁ'tife vɛl 'tɛn – wa kə 'kenzyʁ døs 'hõːs]

    L'autre, dit-il, je ne sais pas ce qu'elle ferait si je la tapais pour la faire avancer, elle se fâcherait peut-être et elle partirait comme une flèche. Il n'était pas aussi sûr de celle-là.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hag e oa kontant neuze da gaozeal ganin, oh ! me a oa droug ennon, me 'ma c'hoant da xxx ( ?) prim peogwir 'ma d'ober bezañ prest a-benn un eur, pe a-raok, e deue eben da gerc'hat ac'hanon, ha goude 'h eo arri Yvonne Bihan, a-drek, e oan... o skeiñ gant ma skoaz, ha 'meus troet, bezañ a oa Yvonne « oh ! n'eo ket gwir ! », e oan bet tremen un eur o kerc'hat bara

    [a wa ˈkɔ̃ntɑ̃n ? ko̞ˈzeːəl gɑ̃ˈnĩ - o me wa ˈdʁug ˌenɔ̃ - me ma hwɑ̃n də ge̞t pʁym pu ma do̞ːʁ ˈbeːɑ̃ ˈpʁest be̞n ˈnœːʁ - pe əˈʁo̞k - dɛ iˈbeːn də ˈgɛʁhəd ɑ̃w - a ˈguːde he̞ ɑj iˈvɔn biˈɑ̃ - dʁek wɑ̃n ˈskɛĩ gɑ̃n mə ˈskwɑː - a møs ˈtʁoːəd - ˈbeːɑ̃ wa iˈvɔn - o ˈne̞ kə gwiːʁ - wɑ̃n bet ˈstremen ˈnœːʁ ˈkɛʁhə ˈbɑːʁa]

    et elle était contente alors de parler avec moi, oh ! j'étais en colère, j'avais envie de xxx ( ?) rapidement puisque je devais être prête pour une heure, ou avant, l'autre venait me chercher, et après est arrivée Yvonne Bihan, derrière, j'étais... en me tapant l'épaule, et je me suis retournée, il y avait Yvonne « oh ! ce n'est pas vrai ! », j'avais été plus d'une heure à aller chercher du pain

    ???

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

kotisañ

  • 🔗 kotisañ

    [kɔ'tisɑ̃]

    cotir [frapper]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

bourr (reiñ –)

  • 🔗 me 'h a da reiñ bourr da hennezh

    [me hɑ də 'rɛĩ bur də hẽ:s]

    je vais le frapper [à un chien]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

pikotat

  • 👂 🔗 ar gazeg-koad o bi... pikotat (?)

    [ˌgɑzə'k:wɑt bi pi'tʲɔtət]

    le pic-vert en train de fr... frapper (?)

    ???

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

torbilat

  • 👂 🔗 torbilat, se zo evel skeiñ war... war traoù kwa

    [dɔɹ'bi:lat ze zo wɛl skɛɲ waɹ waɹ tɾɛw kwa]

    frapper, ça c'est comme frapper sur... sur des choses quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 torbilat traoù kwa

    [dɔɹ'bi:lat tɾɛw kwa]

    frapper des choses quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 torbilat ya

    [tɔɹ'bi:lad ja]

    frapper oui [relatif à un métier]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 torbilat un dra bennaket e vo ordin skeiñ war un dra bennak kwa

    [dɔɹ'bi:la ndɾɑ mə'nɑkəd vo ɔɹ'di:n skɛɲ waɹ dɾɑ mə'nɑ:k kwa]

    frapper quelque chose ce sera toujours taper sur quelque chose quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi