Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

débrouiller (se –)

debrouillañ (en em –)

  • 👂 🔗 Pa 'na gwelet anezhañ o vont d'an ti ha klevet an alc'hwez o tont en-dro, allez bremañ ma flac'h emezañ, en em debrouilhit gant ma paotr aze ma karit.

    Pé na gwéle néañ von te’n ti a klêwet ’n alhwé ton dro, alé, brœmañ me vlah méañ, non débrouillit gan ma pot ahé, ma kéêt.

    Quand il l'avait vu atteindre la maison et qu'il avait entendu la clé tourner : « Allez, maintenant ma fille, dit-il, débrouillez-vous avec mon garçon si vous voulez. »

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Bezañ zo da dek vloaz ha pevar-ugent emaint 'ba gêr c'hoazh en em debrouilhont ya (T : Ya.) memes muioc'h a-wechoù. (T : Ya, ya.) A-wechoù arriet kant vloaz kazi, ne dez ket ezhomm kazi, kaout tamm bihan da sikour evel-se ur wech d'ober tammoù traoù, en em debrouilhont. (T : Se a zo brav da welet hañ.)

    [be zo də dek la a ˈpɛwaʁ ˈygən mɛɲ ba gɛːʁ was ɑ̃ nɔ̃n debʁujɛn ja ˈmœməs myʁh ˈweʒo ˈweʒo aj ˈkãˑla ˈkɑhe ˈde keːm ˈkɑhe kɑ tɑ̃m ˈbiən də ˈʒicuʁ viˈsɛ weʃ doːʁ ˈtɑ̃mo tʁɛw nɔ̃n debʁujɛn]

    Il y en a qui ont quatre-vingt ans et qui sont encore à la maison, ils se débrouillent oui, parfois plus [âgé] même. Parfois presque centenaires ils n'ont quasiment pas besoin [d'aide], [juste] un peu d'aide comme ça pour faire quelques bricoles. Ils se débrouillent.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 Ah, pep hini en em debrouilhe evel e c'halle. Peotramant ec'h ae un tamm bara gante e-barzh ur sac'h bihan, ha e debrent anezhañ ma kerez quoi, met...

    [a pɔp'ini nõn de'bʁuje vɛl 'hale – pe'tãmãn he̞ tãm'baːʁa 'gãntɛ bah zaχ'piən – a 'de̞ːbɛŋ 'neã ma'keəs kwa mɛ]

    Ah, chacun se débrouillait comme il pouvait. Ou bien ils emportaient un morceau de pain dans un petit sac, et ils le mangeaient, mais...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

dibab (en em –)

  • 👂 🔗 en em dibab, en em dibab, se débrouiller, en em dibabet on

    [nɔ̃n ’di:bap nɔ̃n ’di:bap ... - nɔ̃n di’bɑ:bəd ɔ̃ ə]

    se débrouiller, se débrouiller, se débrouiller, je me suis débrouillée euh...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 en em dibabet on d'ober prim ma labour

    [nɔ̃n di'bɑ:bəd ɔ̃ do̞:ʁ pʁym mə 'lɑ:buʁ]

    je me suis débrouillé pour faire vite mon travail

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'int ket kat d'en em dibab goude

    [niɲ cə kɑt tə nɔ̃n 'di:bɑb 'gu:de]

    ils ne peuvent pas se débrouiller après

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 en em dibabet 'deuint

    [nɔ̃n di'bɑ:bə dœɲ]

    ils se sont débrouillés

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma gouezh e-barzh war e benn, a-wezhioù, ar bugel ne vez ket kat d'en em dibab goude

    [ma gwe bars war i bɛn ’we:ʒo ə ’by:gəl ve kə kat də nõn ’di:bab ’gu:de]

    s'il tombe dedans la tête la première, parfois, l'enfant n'est pas capable de s'en sortir [étang]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 en em dibabet on

    [nõn di'bɑ:bəd õ]

    je me suis débrouillé, démerdé

    Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oan ket kat d'en em dibab gant al levr bihan brezhonek-se

    [wɑ̃ŋ kə kɑd də nɔ̃n 'di:bab gɑ̃n lerv 'bijən brɛ'zɔ̃:nəg ze]

    je ne pouvais [n'arrivais] pas à me débrouiller avec ce petit livre en breton

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'meus ket bet desket gwezh ebet er skol, met bepred en em dibaban e-mesk ar reoù all

    [møs kə be 'diskəd ˌgweʒe'bet bar sko:l mɛ 'bopəd nɔ̃n di'bɑ:bɑ̃ mesk ə rew ɑl]

    je n'ai jamais appris à l'école, mais toujours est-il que je me débrouille parmi les gens

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar re-se a oar en em divab

    [ɹee wɑ:ɹ nɔ̃n ’di:vɑp]

    ceux-là savent se débrouiller

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 tout al loened-se a oar en em divab, fin, 'deus ket nemet se ivez koura

    [tud ə ’lwẽ̞:nə se wɑ:ɹ nɔ̃n ’di:vɑp fin døs kə mɛ se ie ’ku:ɾa]

    tous ces animaux-là savent se débrouiller, enfin, ils n'ont que ça aussi quoi [la fuite]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me en em dibabe gant ar re-seoù

    [me nɔ̃n di'bɑ:bə gɑ̃n ʁe'zew]

    moi je me débrouillais avec ceux-là [étudiants en médecine]

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ma mamm a oa 'ba bourk Beurleudi hag ar menaj-se zo bet prenet gant an noter, hag eñ 'neus gwerzhet anezhe a-lodennoù, fasil eo, an hini 'neus un tamm deskamant par rapport ar reoù all kua, a oar penaos en em divab

    [mə vɑ̃m wa ba buɹg bœ’lœ:di a ’me:naʃ se zo be ’pɾe:nəd gɑ̃n ’notəɹ a hẽ̞: nœz ’gwɛrzəd nɛ: lo’deno ’vɑsil e̞ ’ni:ni nœs tɑ̃m ’bi:ən dis’kɑ̃mɑ̃n paɹ ɹapɔɹ rew al kya wɑ:ɹ pə’nɔ̃:z nɔ̃n ’di:vap]

    ma mère était au bourg de Beurleudi et cette ferme-là a été achetée par le notaire, et lui les a vendus par lots, c'est obligé, celui qui a un peu d'instruction par rapport aux autres quoi, il sait s'en sortir quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

dibrouilhiñ (en em –)

  • 🔗 en em dibrouilhiñ

    [nõn di'bruji]

    se débrouiller

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi