Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
âge
oad
Gwelet an tem An oad
-
👂 🔗 Betek daouzek vloaz e oan e-barzh skol Trezelan, aze 'ma bet ma certificat d'étude, peogwir, pa... e oa ret d'an nen chom aze betek an oad-se e-barzh ar skol-se, voilà, ken vije ar certificat d'étude, ha goude neuze e oan aet e-barzh ar Gouent, e-barzh Bear.
Béték daouzêg la oan bah skol Trézélan, ahé ma bé me certificat d'étude, pegur pé... oa rét 't nén chom ahé béték noat-sé, ba skol-zé, voilà, kén vijé certificat d'étude, a goudé neuhé oan èt bah Gouen, ban Béar.
J'étais à l'école de Trézélan jusqu'à douze ans. J'y ai eu mon certificat d'étude, parce que... On devait y rester jusqu'à cet âge, dans cette école, voilà, jusqu'au certificat d'étude. Et après alors je suis allé au Bon Sauveur, à Bégard.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Un oad zo da pep tra.
Nwad zo de pop tra.
[nwad zo də pop tʁa]
Il y a un âge pour tout.
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
[troioù-lâr / expressions]
-
👂 🔗 A-benn neuze e oan arri pet vloaz ?
Bènn neuhé oan ai péd la ?
Quel âge j'avais à cette époque ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn neuze 'ma... N'onn ket avat. Pet vloaz 'ma a-benn neuze ? Feiz tremen tregont vloaz bepred.
Bènn neuhé ma... N’onn ke hat. Péd la ma bènn neuhé ? Fé. Trémen trégon la bopet.
À cette époque j'avais... Je ne sais pas. Quel âge j'avais à cette époque ? Plus de trente ans en tout cas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'Na lavaret din, me eo gwelloc'h din emezañ gwelet ac'hanout o vont da Lannuon, evit mont, evit chom e-barzh ar gêr emezañ, an dro-mañ emezañ, kar n'out ket ken yaouank ken. Feiz nann avat emezon-me, n'on ket ken yaouank ken, sur gouez dit avat . Ha evel se... Ah, n'eo ket emezañ, trankiloc'h e vin emezañ o welet... Se a oa fasil hañ, ne oan ket ar memes oad ken na mann ebet, d'akouchiñ ha tout se, anfin...
Na lât tin, mé ’h è wèlloh tin méañ gwéled anout von te Lannuon, wit mont... wit chom bah gêr, méañ, ’n dro-mañ méañ, ka n’ou ke kén yowañk kén. Fé nann hat moñmé, n’on ke kén yowañk kén, zur gwéch tit hat. A vesé... A, n’è ket, méañ, trankiloh vin méañ wélet... Zé oa vasil añ, oan ke momes noat kén na mann bét, d’akouchiñ a tout sé, añfin...
Il m'avait dit : je préfère te voir aller [accoucher] à Lannion que de rester à la maison cette fois-ci, car tu n'es plus aussi jeune. Non, dis-je, je ne suis plus aussi jeune, comme tu dis. Et comme ça... Ah, c'est pas pour dire, dit-il, je serais plus tranquille. C'était évident, je n'avais plus le même âge, pour accoucher et tout...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal