Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

ce, cette, ces

mañ

  • 🔗 C'hwezhañ a rae an avel hañ dec'h da noz hañ.

    [hwe ʁɛ ˈnɑːwəl ɑ̃ deχ tə nɔ̃ːz ɑ̃]

    Ça a soufflé [dur] hier soir hein.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 E komañsamant ar miz-mañ eo 'nez bet daou vloaz.

    [komɑ̃’sɑmɑ̃n miːz mɑ̃ e̞ ne be ’dowla]

    Il a eu deux ans au début de ce mois-ci.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

se

  • 👂 🔗 Betek daouzek vloaz e oan e-barzh skol Trezelan, aze 'ma bet ma certificat d'étude, peogwir, pa... e oa ret d'an nen chom aze betek an oad-se e-barzh ar skol-se, voilà, ken vije ar certificat d'étude, ha goude neuze e oan aet e-barzh ar Gouent, e-barzh Bear.

    Béték daouzêg la oan bah skol Trézélan, ahé ma bé me certificat d'étude, pegur pé... oa rét 't nén chom ahé béték noat-sé, ba skol-zé, voilà, kén vijé certificat d'étude, a goudé neuhé oan èt bah Gouen, ban Béar.

    J'étais à l'école de Trézélan jusqu'à douze ans. J'y ai eu mon certificat d'étude, parce que... On devait y rester jusqu'à cet âge, dans cette école, voilà, jusqu'au certificat d'étude. Et après alors je suis allé au Bon Sauveur, à Bégard.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha pikat beterabez a vije graet gant ar machin-se ivez.

    A pikat bétrabes vijé gwèt gan machin zé ie.

    Et on piquait les betteraves avec cette machine aussi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ha hennezh a vije evel un nor warnañ, an toull-se, ha hennezh a vije digoret quoi, ha vije ret dezhe tremen hebiou an toull-se, gant o sac'h, sac'h... 2. Sac'h gwinizh. 1. Sac'h gwinizh war o chouk.

    1. A heñ vijé vèl e nor warnañ, 'n toull-zé, a heñ vijé dioret quoi, a vijé rét tè trêmen bu 'n toull-zé, gan o zah, zah… 2. Zah kwinis. 1. Zah kwinis war o chouk.

    1. Et il y avait comme une porte à cette entrée, et on l'ouvrait, et ils devaient passer par cette entrée, avec leur sac... 2. Leur sac de froment. 1. Leur sac de froment sur leur dos.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Evel se neuze goude neuze 'h eo aet da chom e-barzh an ti-se.

    Ve-sé neuhé goudé neuhé 'h è wèt te chom bah 'n ti-zé.

    Ensuite elle est allée habiter cette maison.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 An aristokrat-se !

    [ˌnaʁistoˈkʁat se]

    Cet énergumène ! [litt. "cet aristocrate"]

    [dit au sujet d’un représentant aux méthodes douteuses]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Seurt-se a blij dezhe ?

    [ˈsɔʁse bliʃ tɛː]

    Ils aiment ça ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Pelec'h, pelec'h emañ ar c'hadastr-se bremañ ?

    [plɛh plɛh mɑ̃ haˈdase ˈbomɑ̃]

    Où se trouve ce cadastre-ci à présent ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien