Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

passer (se – de)

tremen deus

  • 🔗 n'eo ket kat da dremen ganti ar pezh...

    [nɛ kə kad də 'dremɛn gɑ̃nti pe:z]

    elle ne peut pas se passer de ce que...

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tremen a rajen deus tout ar c'hozh traoù-se

    ['tremɛn 'rɑʃɛn døs tud ho:s trɛw ze]

    je me passerais bien de toutes ces cochonneries

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

tremen hep

  • 👂 🔗 ya ya met, moaien zo da dremen hep ober, ya dam dezhe da reiñ muioc'h a laezh

    [ja ja mɛ 'mojən zo də 'dremɛn heb o:r ja dɑ̃m tɛ: də rɛ̃j 'myɔh le̞:s]

    oui oui mais, on peut faire sans [s'en passer], oui afin qu'elles donnent plus de lait

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Lavaret e oa din nompas skrapat. Met se n'eo ket aezet. Pa vez debron n'eo ket aezet tremen hep skrapat, koura.

    ['lɑː wa dĩ nõmpas 'skʁapət – mɛ ze nɛ kəd 'ɛːzət – pe ve 'dʁɛːbõn nɛ kəd 'ɛːzət 'tʁemən hep 'skʁapət kuɾa]

    On m'avait dit de ne pas me gratter. Mais ce n'est pas facile. Quand ça démange, ce n'est pas facile de ne pas se gratter.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 n'on ket kat da dremen hep ober

    [nɔ̃ kə kɑt tə ’dʁemən heb ’o̞:bəʁ]

    je ne peux pas m'en passer [jardinage]

    Le Du 2012, p.277 "rêd vo dit trémén hépã = il faudra te passer de lui"

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

chom hep

  • 🔗 gwelloc'h eo din chom hep ar menaj

    [’wɛlɔh ɛ dĩ ʃɔm heb ’me:nɑʃ]

    je préfère me passer du ménage

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi