Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

avance (prendre de l'–)

lañsañ

  • 🔗 amañ e vezer lañset

    ['ɑ̃mɑ̃ vɛ:r 'lɑ̃sət]

    ici on a de l'avance [appareils modernes]

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pa oa en em gavet an elektrisite, aze 'mamp lañset bern

    [pe wa nõn ga:d nelɛktri'site 'ahe mãm 'lãsə bɛrn]

    quand l'électricité était arrivée, nous avions fait un grand progrès

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 « lañset 'teus ac'hanon », Jean a lâre se din pa vezen bet o sikour anezhañ un tamm, « bremañ e vin barrek gant ar jardin, lañset 'teus ac'hanon un tamm »

    ['lɑ̃sɛt tøz ɑ̃w ʒɑ̃ 'lɑ:rɛ ze dĩ pa viʃɛn be 'ʃikur neɑ̃ tɑ̃m 'bœmɑ̃ vĩn 'bɑrɛg gɑ̃n ʒɛɲ 'lɑ̃sɛt tøz ɑ̃w tɑ̃m]

    « tu m'as avancé », Jean me disait ça quand j'avais été l'aider, « maintenant je serai à jour dans mon jardin, tu m'a avancé un peu »

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ya met peogwir, pa 'mije lañset anezhañ un tamm, ne rae mann ebet goude

    [ja mɛ pə'gu:r pa miʃe 'lɑ̃səd neɑ̃ tɑ̃m rɛn mɑ̃n be 'gu:de]

    oui mais puisque, quand je l'avançait un peu, il ne faisait plus rien après

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an hini 'neus bet c'hoant 'neus lañset

    [n:i nœz be hwɑ̃n nœz 'lɑ̃sət]

    celui qui a voulu a pris de l'avance [a pu planter son maïs avant car les journées étaient belles]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 mat eo dezhe a-raok 'deuint lañset paneve da se...

    [mɑ:d e̞ dɛ: ɹog dœɲ 'lɑ̃sət pevɛɹ tə ze]

    c'est bien pour eux qu'ils aient pris de l'avance [au classement], sans quoi...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pa ne vez ket divarret ar c'hoad na mann ebet, abaoe ar c'hoad 'neus lañset hag eu...

    [pe ve kə di'vɑɹəd hwɑd na mɑ̃n bet bwe hwɑd nøz 'lɑ̃səd ag ə]

    puisqu'on n'élague pas le bois ni rien, depuis le bois a pris de l'ampleur et euh...

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi