Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
réussir
tapout
-
🔗 gwezhall e veze penalizet an hini a dape chom war-lerc'h un oto
[gwe'ʒal 'viʒe pena'li:zət 'nini 'dapɛ ʃom war'lɛrh 'noto]
autrefois on pénalisait celui qui réussissait à rester derrière les voitures
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... oa tapet ganin
[wa 'tɑpə gə'nĩ]
j'avais réussi [à passer au travers du contrôle de gendarmerie]
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma ne dapont ket da stokañ o daouarn, unan e pep tu d'ar wezenn kua
[ma 'dɑpɛɲ kə də 'stɔkɑ̃ o 'dɑwən yn pop ty: də 'weən kya]
s'ils n'arrivent pas à se toucher les mains, un de chaque côté de l'arbre quoi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 (R. : N'eo ket aet e-barzh an toull fall ?) N'eo ket. Tapet 'neus chom e-kichen.
['ne̞kət – 'tapə nøs ʃo̞m 'kiʃən]
(R. : Elle n'est pas allé dans le mauvais trou ? [Tu n'as pas avalé de travers?]) Non. Elle a réussi à rester à côté.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 pa 'ma tapet mont du-hont
[pe ma 'tɑpə mɔ̃n 'dy:ən]
quand j'avais réussi à y aller
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'meus ket tapet goût
[møs kə 'tɑpə gu:t]
je n'ai pas réussi à savoir
Gant : Roje ar Falc'her, ganet e 1927 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn ar fin e oa arri reoù ha 'na tapet lazhañ anezhañ
[bɛn'fin wa ɑj ʁew a na 'tɑpə 'lɑ:hɑ̃ neɑ̃]
finalement étaient arrivés certains qui avaient réussi à le tuer
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma tap krapat
[ma dɑp 'kɾɑpət]
si elle arrive à grimper [plante]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zad-kaer 'na douar du-hont ha 'na tapet derc'hen anezhe
[mə dɑt'kɛ:r na 'duar 'dyɔ̃n a na 'tɑpəd 'dɛrhɛn nɛ:]
mon beau-père avait des terres là-bas et avait réussi à les garder
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eo tout ar pezh 'ma tapet goût kwa, hi ne oare mann ebet deus ar pichoned ivez kwa
[e̞ tut pez ma 'tɑpə gu:t kwa hi 'wɑ:re mɑ̃n bet dəs pi'ʃɔ̃:nəd ie kwa]
c'est tout ce que j'avais réussi à savoir quoi, elle ne savait rien au sujet des pigeons non plus quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tapet 'ma mont paotr !
['tɑpə ma mɔ̃n po̞t]
j'avais réussi à aller mon gars !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ya, 'neus tapet goût kwa
[ja ja nøs 'tɑpə gu:t kwa]
oui, oui, il a réussi à savoir quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'ma tapet ganin, me 'ma gwerzhet d'hom mab-kaer
[me ma 'tɑpə gə'nĩ me ma 'gwɛɹzəd dɔ̃m map'kɛ:ɹ]
moi j'avais réussi, j'avais vendu à notre beau-fils
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 tapet eo ganin
['tɑpəd e̞ gɑ̃nĩ]
mon coup a réussi [avec la neige qui est tombée sur la terre retournée]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 Kariou a oa tapet gantañ
[ka'ʁi:o wa 'tɑpəd gɑ̃tɑ̃]
Kariou avait réussi [son coup]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ed ha traoù evel-se, ma diwanent, ma tapes lakat anezhe da diwan, e oa sur kwa, aze 'teze ket preñved na traoù all kwa, moarvat ne vezent ket kat da voutañ o fri
[e:d a tɾɛw və'se ma di'wɑ̃nɛɲ ma 'dɑpɛz 'lɑkə nɛ: 'diwɑ̃n wa zy:ʁ kwa 'ɑ:he tiʒe kə 'pʁẽ̞:vəd na tʁɛw al kwa ma'hɑt viʒɛɲ kə kɑt tə 'vutɑ̃ o vʁi:]
du blé et des choses comme ça, s'ils germaient, si tu arrivaient à les faire germer, c'était sûr quoi, là tu n'avais pas de vers ni d'autres choses quoi, sans doute qu'ils n'étaient pas capable de fourrer leur nez [vers dans la terre dure]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
gallout
-
👂 🔗 hag euh... an hini 'na graet honnezh a oa ur sakre artizan ha 'na... abuzet e amzer war... war honnezh me n'onn ket pegement met euh... gallet 'neva ober
[ag ə n:i na gwɛd hɔ̃:s wa 'sɑkre ar'ti:zən a na a'by:zəd i 'ɑ̃mzəɾ war war hɔ̃:s me nɔ̃ kə pe'gemən məd ə 'gɑləd neva o:r]
et euh... celui qui avait fait celle-là était un sacré artisan et il avait... passé beaucoup de temps sur... sur celle-là, je ne sais combien, mais il avait réussi à faire [horloge]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
kaout
Gwelet ivez taolennoù an displegadurioù.
-
👂 🔗 ha bet 'ma anezhañ 'vat
[a bed ma neɑ̃ hɑ]
mais je l'avais eu [réussi à jeter le sac dans la charrette]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
dont a-benn
-
👂 🔗 deut on a-benn d'ober se
[dœd ɔ̃ bɛn do:r ze kwa]
j'ai réussi à faire ça
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
reusisañ
-
🔗 hag amañ e reusis da vezañ da gentañ 'ba kol D'aspin
[a 'ɑ̃mɑ̃ re'ysis də 'veɑ̃ də 'gentɑ̃ ba kɔl dɑ'spɛ̃]
et ici il réussit à être en premier [en tête] dans le col d'Aspin
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
dont gant
-
🔗 deut eo ganit !
[død ɛ gənit]
tu as réussi !
Gant : Louis Aofred, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
dont an taol da vat
-
👂 🔗 ne oan ket kat d'ober gwelloc'h met deut e oa an taol da vat
[wɑ̃ŋ kə kɑd do̞:ʁ ’wɛlɔx mɛ dœd wa nto:l də vɑt]
je ne pouvais pas faire mieux mais j'avais réussi mon coup
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dont a rae an taol da vat ganimp, sañset
[dɔ̃n ə ʁɛ nto:l də vɑt gə'nim 'sɑ̃sət]
nous avions du succès, en principe [auprès des stagiaires de l'école d'agriculture]
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi