Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

vrai

gwir

  • 👂 🔗 Ha evel se a-benn fin ar bloaz, neuze, gwir eo, ya, 'ma tremenet ma certificat peogwir ar certificat a vije tremenet da daouzek... da bevarzek vloaz .

    A vesé bènn fin bla, neuhe, gwir è, ya, ma tréménet me certificat, pegur certificat vijé tréménet te dowzek... de barzek la.

    Et comme ça, pour la fin de l'année, c'est vrai, j'avais passé mon certificat, parce que on passait son certificat à douze... à quatorze ans.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah ya, geo, gwir eo, a-benn neuze e oa ur bac e-barzh... tal-kichen kraou ar saout d'ar c'houlz-se. Pa oan arri me, peogwir kraou ar saout a oa... feiz e vije graet evel e vije gwezhall ivez, quoi.

    A ya, gè, gwir è, bènn neuhé oa bac bah… tal kichen krow zowt de houls-sé. Pé oan ai mé, pegur krow zowt oa… fé vijé gwèt vèl vijé gwéjall ié quoi.

    Ah oui, c'est vrai, à cette époque il y avait un bac dedans... À côté de l'étable. Quand j'étais arrivée... Parce que l'étable était... On faisait comme on faisait autrefois.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Geo avat, se zo gwir, an ouvrierien alies da-heul evel-se, 'nez ezhomm d'evañ bannac'h goude merenn, hag eñ ne blije ket se dezhañ quoi, ha evel-se feiz...

    Gè hat, zé zo gwir, ouvriêrien alies, de heul vesé, né émm d’évañ bañh goudé mèrn, ag eñ blijé ke sé déañ quoi, a fé vesé fé...

    Si alors, ça c'est vrai, les ouvriers ont souvent après comme ça, ont besoin [= envie] de boire un coup après le repas de midi, et lui n'aimait pas ça, et donc...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 reoù wir

    [rew wi:r]

    des vrais

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gwiret 'teus

    ['gwi:rɛt tøs]

    tu as raison

    ???

    Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 aze zo moto sell, ha hoñ oa moto neuze, unan a gwir

    ['ɑhe zo 'moto sɛl a hɔ̃: wa 'moto 'nœhe yn a gwi:r]

    voilà une moto tiens, et ça c'était une moto alors, une vraie

    ???

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gwir pe gaou

    [gwi:r pe gɔw]

    vrai ou faux

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi