Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
immédiatement
diouzhtu
Gwelet an temoù Diouzhtu (1) ha Diouzhtu (2)
-
👂 🔗 Pa vije bet ur bugel bepred ne vije ket kat an nen d'ober tout an traoù diouzhtu.
Pé vijé béd (e) bugel bopet, vijé k’ kat ’n nén d’or tou ’n trèw dustu.
Quand on avait eu un bébé, on n'était pas capable de tout faire tout de suite.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Oh geo avat, me a c'horoe, pa oan arri er gêr deus ar maternité, me a c'horoe diouzhtu. 2. 'Ta goroet an deiz-se ? 1. Ya moarvat avat . 2. Oh me marteze 'ma graet ivez, me ne oaran ket. 'Meus ket soñj. 1. Geo.
1. O gè vat, mé horoé, pé oan ai gèr deuz maternité, mé horoé dustu. 2. Ta goroed ’n dé-sé ? 1. Ya mahat ha. 2. O mé matéé ma gwèt ie, mé oaran ket. Meus ke joñj. 1. Gè.
Oh si alors, quand j'étais revenu de la maternité, j'avais recommencé à traire immédiatement. 2. Tu avais trait ce jour-là ? 1. Bien sûr que oui. 2. Oh moi aussi je l'avais peut-être fait, je ne sais pas. Je ne me rappelle plus. 1. Si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha peogwir, ma 'nez ezhomm an nen sikour, fidedoulle, zo ur sonetenn ha n'eus ket nemet son anezhi, ha diouzhtu 'h arrio unan bennak.
A pegur, ma né émm ’n nén jikour, fidedoullé, zo e zonêtenn, a n’eus ke mè zon nèi, a dustu ’h aio un bénnak.
Et parce que... Si on a besoin d'aide, il y a une sonnette, et il suffit de sonner, et quelqu'un arrivera immédiatement.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal