Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
pourquoi
abalamour da betra
-
👂 🔗 Abalamour da betra ne lakaez ket anezhi e-barzh ar c'hlas certificat, peogwir e-barzh ar Gouent e oa ur c'hlas certificat ivez, ha evel se bepred 'no he certificat.
Bañm bera lakès ke nei bah hlas certificat, pegur bah Gouen oa hlas certificat ie, a vesé bopet no i certificat.
Pourquoi tu ne la mets pas dans la classe de certificat, parce qu'il y avait une classe de certificat au Bon Sauveur aussi, et comme ça elle aura son certificat.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 met ne oaremp ket kaer abalamour da betra
[mɛ 'wɑ:ʁɛm kə kɛ:ʀ bɑ̃m tə bɑ'ʁɑ]
mais nous ne savions pas trop pour quelle raison
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 abalamour da betra ?
[blɑ̃m də bra]
à cause de quoi ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
petra zo kaoz
-
👂 🔗 Hola avat, petra zo kaoz, daon, ne vez ket X o konduiñ an trakteur ken.
Hola hat, pra zo kos, dañwn, vé ke X konduiñ ’n trakteur kén.
Hola, qu'est-ce qui se passe ? X ne conduit plus le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 petra zo kaoz 'peus ket gallet dont ?
[pʁas'ko:s pøs kə 'gɑlə dɔ̃n]
pourquoi vous n'avez pas pu venir ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra zo kaoz oas aet da Saint Bernard pelloc'h ?
[pra zo ko:z waz ɛt sɛ̃bɛr'nar 'pɛlɔh]
pourquoi avais-tu été à Saint Bernard plus loin ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 petra zo kaoz e vez lâret « jañdarm » ?
[prɑs ko:z ve 'lɑ:rəd ʒɑ̃'darm]
pourquoi dit-on « gendarme » ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me n'onn ket petra a oa kaoz
[me nɔ̃n kə pra wa ko:s]
je ne sais pas pour quelle raison
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
dam da betra
-
🔗 dam da betra ?
[dãm də bə'ra]
à cause de quoi ?
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dam da betra e vez lâret « triwec'h » ?
[dãm bra ve 'la:rət 'triwah]
pourquoi on dit « dix-huit » ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dam da betra ?
[dɑ̃m bra]
à cause de quoi ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha dam da betra 'h ez keit-se ?
[a dɑ̃m brɑ: hɛs 'kɛjse]
et pourquoi vas-tu si loin ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dam da betra ?
[dɑ̃m də bə'rɑ]
à cause de quoi [pourquoi] ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dam da betra a ra se ?
[dɑ̃m brɑ: ra ze]
pourquoi fait-elle ça ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dam... dam da betra ne oa ket aet da di Anjela ?
[dɑ̃m dɑ̃m brɑ wa kəd ɛd də di ɑ̃ʒe'la]
pour... pourquoi n'était-elle pas allée chez Angéla ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dam da betra ?
[dɑ̃m brɑ:]
pour quelle raison ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
da betra
-
🔗 da betra e c'houlez ganin kement-se a draoù ?
[də brɑ 'hulɛz gə'nĩ ke'mese drɛw]
pourquoi demandes-tu autant de choses ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da betra n'houlez ket mont war-draoñ ?
[də brɑ 'nu:lɛs kə mɔ̃n war'drow]
à cause de quoi tu veux pas descendre en bas ?
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da betra 'teus graet anezhañ tanv ?
[də brɑ tøz gwɛd neɑ̃ 'tɑ̃:no]
pourquoi tu l'a fais clair [café] ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, te 'teus kaset les faires-parts 'vat ! se zo... se zo chinañ les cadeaux hein ! 'oarez ket dam da betra ? 'peus ket graet mann ebet, 'peus ket bet... 'peus ket graet eu... mar... eured ebet na mann ebet, n'eus ket bet friko ebet, ha bremañ 'deus bet an hini bihan hag emaint dija o c'houll kado... o kemandiñ kadoioù, e Kerdanioù 'h eo ar memes tra hañ, pa vije xxx ( ?), evit petra e vez degaset faire-part dimp hañ ? evit kemandiñ ar c'hadoioù !
[ja - a te tœs ’kɑsə ... hat - ze zo ze zo ’ʃi:nɑ̃ ... - bi’ʒɑkə dən ’dyt kɑ:t - a nɑ̃:n - wa’ʁes kə dɑ̃m’bʁɑ - ’pøskə gwɛd ’mɑ̃nbet - ’pøskə bet - ’pøskə gwɛd ə - ma ’œ:ʁəd bet na ’mɑ̃nəˌbet - nøs kə be ’fʁikoˌbet - a ’bœmɑ̃ dœz be n:i ’bi:ən a mɛɲ de’ʒa hul ka’do - ke’mɑ̃ndĩ ka’dojo - ke̞ʁda’ni:o he̞ ˌmɔ̃məs’tʁɑ ɑ̃ - pa viʃe ? zo ɛt - wit pʁɑ ve ’dje̞sə ... dim ɑ̃ - wit ke’mɑ̃ndĩ ha’dojo]
oui, tu as envoyé les faires-parts ! ça c'est... ça c'est chiner les cadeaux hein ! tu ne sais pas pourquoi ? vous n'avez rien fait, vous n'avez pas eu... vous n'avez pas fait euh... de mar... aucun mariage ni rien, il n'y a eu aucun festin, et maintenant ils ont eu le petit et ils sont déjà à demander des cad... à quémander des cadeaux, à Kerdanioù c'est la même chose hein ! quand il y avait xxx ( ?), pourquoi on nous envoyait un faire-part hein ? pour quémander les cadeaux !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da betra e vez graet « min glas » deus...
[də brɑ: ve gwɛd mi:n glɑ:z døz ə]
pour quoi dit-on « ardoise [litt. pierre bleue/verte] » des...
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dam da betra ?
[dɑ̃m də bɾɑ]
pourquoi ?
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi