Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

par dessus

war-grec'h

  • 👂 🔗 poazhat boued d'ar moc'h... a veze be... d'ober raskañ beterabez da gentañ, hag irvin... ya, hag irvin surtout pa... pa vez tremenet goañv, ha patatez a veze lakeet war-grec'h, ha pa veze arri berv e-krec'h e veze... « oh, arri eo poazh ar patatez, mat eo ar jeu, poazh eo, poazh eo ar chaodourenn », ha goude e veze d'ober frikañ gant euh... gant ur ma... malouer, e veze friket ar beterabez ha friket irvin ha patatez

    [’pwɑχə bwet tə moχ viʒe be do:r ’rɑskə be’trɑ:bəs də ’gentɑ̃ ag ’irvin ja ag ’irvin syr’tut pe pe ve tre’me:nə ’guɑ̃ a pa’tɑtəz viʒe la’keə war’gweχ a pa viʒe ɑj bɛrw kweχ viʒe ɔ ɑj ɛ pwɑh ə pa’tɑtəs mɑ:d ɛ ʒœ: pwɑχ hɛ pwɑχ hɛ ʃu’du:rən pwɑχ ɛ pez zo baχ ʃu’du:rən a ’gu:de viʒe do:r ’fricɑ̃ gɑ̃n ə gɑ̃n ə ma maˈluər viʒe ’fricəd be’trɑ:bəz a ’fricət ’irvin a pa’tɑtəs]

    cuire la nourriture aux cochons... on faisait... il fallait racler des betteraves d'abord, et des navets... oui, et des navets surtout quand... quand l'hiver est passé, et on mettait des patates au-dessus, et quand ça commençait à bouillonner en haut on faisait... « oh, voilà que les patates sont cuites, impeccable ! c'est cuit, le chaudron est cuit », et après il fallait écraser avec euh... avec un mou... moulin, on écrasait les betteraves et écrasait les navets et les patates

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

war-benn

  • 🔗 da lakat war-benn

    [də 'lɑkə war'bɛn]

    pour mettre sur le dessus [carrelage]

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 war-benn

    [war'bɛn]

    par-dessus

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 war-benn

    [war'bɛn]

    sur le dessus [du meuble]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

dreist

  • 🔗 tremen da c'har dreist ar bank

    ['tremɛn də hɑ:r drɛjst bɑ̃ŋk]

    passe ta jambe par-dessus le banc

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 skoet dreist

    ['skoə drɛjst]

    jeté par-dessus

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 dreist

    drèyst

    [dʁɛjst]

    par-dessus

    Gant : plac'h, o chom e Bear.

    Dastumer : Julien