Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

fonctionner

dont en-dro

  • 👂 🔗 C'hwec'h eur, c'hwec'h eur hanter, a-benn seizh eur ordin e vije ar machin da c'horo o tont en-dro heñ. A-benn eizh eur, eizh eur hanter e vije fin da c'horo.

    hwèh eur, hwèh eur anter, bènn sèiz eur ordin vijé machin de horo ton dro eñ. Bènn èiz eur, èiz eur anter vijé fin da horo.

    La machine de traite était en marche pour six heures, six heures et demie, sept heures. Pour huit heures, huit heures et demie, la traite était terminée.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ar radio o tont en-dro

    [’radjo tɔ̃n dro]

    la radio fonctionnait

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a vez o tont en-dro

    [hẽ: ve tɔ̃n dro:]

    il [la radio] fonctionne

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a deu en-dro

    [ẽ: dɑ ndro:]

    il fonctionne, il marche

    Gant : Jerar Tili, ganet e 1947 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ a deue en-dro tout gant dour hañ

    [hẽ: dɛ ndɾo: tud gɑ̃n du:ɹ ɑ̃]

    il fonctionnait entièrement avec de l'eau

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ya, met n'eo ket bet o tont en-dro, geo ?

    [ja mɛ nɛ kə be tɔ̃n dro: gɛ]

    oui mais elle n'a pas fonctionné ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 deut en-dro ?

    [døt ɛn'dro:]

    a fonctionné, marché ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me ne lakan ket an tele da dont en-dro gwech ebet pa vezan o tebriñ

    [me 'lɑkɑ̃ kəd ə 'nte:le dɔ̃n dɾo: gweʒe'be pe ve:n 'ti:bĩ]

    moi je ne mets jamais la télé en marche quand je mange

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 evel da lakat ar mikroioù da dont en-dro ha...

    [wɛl də 'lɑkəd ə mi'krojo dɔ̃n dɾo: a]

    comme pour mettre en route les micros et...

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 N'onn ket penaos e oa, just a-walc'h, koulskoude 'meus bet gwelet anezhi o tont en-dro, met...

    ['nõŋ kə pə'noːz wa justə'waχ – kus'kuːd møs pe 'gwe̞ːlə 'nɛj tõn'dʁoː]

    Je ne sais pas comment elle [= le moulin] était justement. Pourtant je l'ai vu fonctionner mais...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Graet eo da dont en-dro gant gazol mat ha n'eo ket gant kaoc'h.

    Gèt an dro gan-n gazol mat ha nè ket gan-n koc'h!

    [gɛt ã dʁo gãn gazol mat a nɛ kø gãn kox]

    Elle est faite pour tourner avec du bon gazole et pas avec de la merde !

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

mont en-dro

  • 🔗 ur miz fidamdoue hag ec'h afe an traoù en-dro hañ

    [ə mi:s fidɑ̃m'due 'hɑfe ntrɛw ndɾo: ɑ̃]

    un mois nom de dieu, et les choses fonctionneraient [tourneraient, ça dépoterait]

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hennezh 'h aio en-dro evit an deizioù

    [hẽ:s hɛj ndro wi 'ndejo]

    il va fonctionner ces jours-ci

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar moteur 'h a en-dro

    [mo’tœr ha ndro:]

    le moteur marche [fonctionne]

    Gant : Jañ ar Moulleg, ganet e ? e ?, o chom e Sant Laorañs.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 eñ 'h a en-dro diouzhtu

    [hẽ̞: ha ndro: dy'sty]

    il se met tout de suite en marche [appareil]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 a-hent-all 'h a en-dro

    ['hɛndal ha 'ndro:]

    sinon, il fonctionne [le tracteur]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar wech diwezhañ 'na graet e oa derc'het da vont en-dro n'on ket pegeit

    [weʃ di’weɑ̃ na gɛd wa ’dɛrhɛd dɔ̃n dro: nɔ̃ kə pe’gɛjt]

    la dernière fois qu'elle l'a fait elle a continué de fonctionner je ne sais combien de temps

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 e terc'h da vont en-dro

    [dɛrh tɔ̃n dro:]

    il continue de fonctionner [enregistreur]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 en ur vont en-dro bemdez ?

    [nɔ̃n vɔ̃n dro: ‘bɑ̃wnde]

    en fonctionnant tous les jours ?

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eus ket kalz tra da lakat anezhañ da vont en-dro

    [nøs kə kɑls trɑ də 'lɑkə 'neɑ̃ dɔ̃:n dro]

    il n'y a pas grand-chose pour le faire marcher

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hemañ a derc'he da vont en-dro

    ['hemɑ̃ 'dɛrhɛ dɔ̃̃n dɾo:]

    celui-ci continuait de fonctionner

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 tout an traoù 'h ae gant gazoil en-dro

    [tun trɛw hɛ gɑ̃n ga’zwal ndro:]

    tout fonctionnait au gazoil

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bezañ zo met n'a ket en-dro

    ['beɑ̃ zo mɛ na kə ndɾo]

    il y en a mais il ne fonctionne pas

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag ar c'hamion, bepred 'h a en-dro ?

    [a hɑ̃'miɔ̃n 'bopə hɑ ndɾo:]

    et le camion, il fonctionne toujours ?

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se 'h eo euh... traoù all o vont en-dro... er-maez

    [ze hɛ ə trɛw ɑl vɔ̃n dro: me̞:s]

    ça ce sont euh... d'autres choses en fonctionnement... à l'extérieur

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 tost da quatre-cent a oa ezhomm evit euh... evit arriout lakat an traoù da vont en-dro ma kerez

    [tɔst tə kɑtsɑ̃ wa e:m wid ə wid ’ɑjut wid ’ɑjud ’lɑkə trɛw də vɔ̃n dro me ’ke:rəs]

    il y avait besoin de près de quatre-cent pour arriver... pour arriver à faire fonctionner les choses si tu veux

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kement ha lakat an oustilhoù da vont en-dro

    [kemta 'lɑkə nus'tiʎo də vɔ̃n dro:]

    tant qu'à faire fonctionner les outils

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 tout an traoù ac'h ae gant mazout en-dro

    [tun tʁɛw hɛ gɑ̃n mazu ndɾo]

    tout fonctionnait au mazout

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

mont war-raok

  • 🔗 n'a ket ar machin war-raok

    [na kəd ə 'maʃin wa'ro:k]

    la machine ne fonctionne pas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an telefon n'a ket war-raok

    [nte'lefɔn na kə wa’ro:k]

    le téléphone ne marche pas, ne fonctionne pas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... ha war-raok !

    [a wa'rok]

    [appuyer sur le bouton] et en avant ! [il fonctionnait de nouveau]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'a ket war-raok ken

    [na kə wa'ro:k ken]

    il ne fonctionne plus [marche]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 lakat eoul 'ba ar moteur evit... dezhañ da dont war-raok, lakat eoul 'ba ar moteur, 'meus ket... n'eus ket traoù all hañ, evit lakat... evit lakat ar moteur da dont war-raok, hag eoul zo eoul hañ ! 'meus ket... 'meus ket bet klevet traoù all 'met eoul, eoul hañ, eoul da... da c'hresañ machinoù hag eoul da debriñ hag eoul da... 'meus ket bet klevet 'met eoul ordin hañ !

    [’lɑkəd ’i:ul bah ’motəʁ wid - ’deɑ̃ dɔ̃n wa’ʁɔk - ’lɑkəd iwl bah ’motəʁ møs kə - nøs kə tʁɛw’ɑl ɑ̃ - wid ’lɑkə - wid ’lɑkə ’motəʁ də dɔ̃n wa’ʁɔk - a ’i:ul ’i:ul ɑ̃ møs kə møs kə be ’klɛwət tʁɛw’ɑl mɛ ’i:ul ’i:ul ɑ̃ - ’i:ul də də ’hʁɛsɑ̃ ma’ʃi:no a ’i:ul də ’di:bĩ a ’i:ul - møs kə be ’klɛwə mɛd ə ’i:ul ɔʁ’di:n ɑ̃]

    mettre de l'huile dans le moteur pour... pour qu'il fonctionne, mettre de l'huile dans le moteur, je n'ai pas... il n'y a pas autre chose hein ! pour faire... pour faire fonctionner le moteur, et de l'huile c'est de l'huile hein ! je n'ai pas... je n'ai pas entendu autre chose mis à part huile, de l'huile hein ! de l'huile pour... pour graisser les machines et de l'huile pour manger et de l'huile pour... je n'ai jamais entendu que huile hein !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar machin-kafe n'ae ket war-raok

    ['mɑʃin 'kɑfe ne̞ kə wa'ʁo̞:k]

    la machine à café ne fonctionnait pas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 mont a ra war-raok

    [mɔ̃n ə ra wa'ro:k]

    elle marche, fonctionne

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 keit ec'h a war-raok 'h eo mat

    [kɛjtʲ e ha wa'rɔk hɛ mɑ:t]

    tant que ça fonctionne, c'est bon

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag ec'h espliken dezhe abalamour da betra an traoù-se... lec'h n'eont ket war-raok dre an avani e oant bet instalet gant mekanisianed ha n'anavezent ket mann ebet deus ar machinoù da c'horo

    [a es’plikɛn dɛ̃ bɑ̃m də bɑ’rɑ ntrɛw ze le̞h nɛɲ cə mɑ:d dʁe na’vɑ̃j wɑ̃ɲ be ɛ̃s’tɑlət gɑ̃n ˌmekani’sjɑ̃:nət a nɑ̃n’ve:ɛɲ mɑ̃n’bed dəz ma’ʃi:no də ’ho̞:ʁo̞]

    et j'expliquais pour quelle raison ces choses-là... là où elles ne fonctionnaient pas parce que elles avaient été installées par des mécaniciens qui ne connaissaient rien aux machines à traire

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Abaoe 'h a war-raok.

    Bwé a wa rok.

    [bwe a wa rok]

    Depuis ça marche.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 gouent Bear, hennezh ac'h a war-raok bepred 'vat

    ['gu:ən 'be:aɹ hẽ̞:s a wa'ɹok 'bopəd a]

    le couvent de Bear, celui-là tourne [fonctionne] toujours hein

    Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
    Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
    Marichal

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha goude, « oh non de die ! emezon-me, boñ ! hag e vo ret din kerc'hat an dépanneur, ar reoù all 'h a war-raok, les autres chaines, boñ ! 'h an kuit, 'dalv ket ar boan chom aze peogwir eu... n'a ket war-raok », marteze e oa un evn war an... war eu... an antenne, met geo 'vat peogwir a-benn ur c'hard eur goude e oan addeut da welet parce que... ma n'eus ket e vo ret din mont da... mont... telefoniñ da... da Bercot da dont, et puis euh... euh... neuze e oa addeut, donc e oa un dra bennaket war an anten

    [a ˈguːde - o nɔ̃n de ˈdiːe ˈmɔ̃me̞ - bɔ̃ - a vo ʁe̞t tĩ ˈkɛhəd depaˈnəʁ - ʁew ˈɑl ha waˈro̞k - ... - bɔ̃ hɑ̃ kwit - ˈdɑl kə ˈbwɑ̃ːn ʃo̞m ˈɑhe̞ pəˌguˑʁ ə - ˈna kə waˈʁo̞k - mɛˈtehe wa ən ˈe̞wn waʁn - waʁ ə nɑ̃ˈtɛn - mɛ ge̞w ha pəˈguʁ be̞n ˈhɑʁdəʁ ˈguːde wɑ̃ ˈhɑdːɛd də ˈwe̞ːlət paskə - ma ˈnøs kə vo ʁe̞t tĩ mɔ̃n tə - mɔ̃n - ˌteleˈfɔnĩ də də ˈbɛʁko dɔ̃n - ... - ˈnœhe wa ˈhadːœt - dɔ̃ŋk wa ˌndʁa məˈnɑkə waʁ ˈnɑ̃tɛn]

    et après, « oh nom de dieu ! dis-je, bon ! et je vais devoir aller chercher un dépanneur, les autres fonctionnent, les autres chaines, bon ! je pars, ce n'est pas la peine de rester là puisque euh... ça ne fonctionne pas », peut-être qu'il y avait un oiseau sur le... sur euh... l'antenne, mais si puisque un quart d'heure plus tard j'étais revenue voir parce que... s'il n'y a pas je devrai aller... aller... téléphoner à Bercot pour qu'il vienne, et puis euh... euh... alors c'était revenu [chaines télé], donc il y avait quelque chose sur l'antenne

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

mont a-raok

  • 🔗 mont a ra an traoù a-raok

    [mõn ra ntrɛw ə'ro:k]

    ça marche bien, ça dépote, ça fonctionne bien [machine à traire]

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'ae ket a-raok

    [nɛ kə ro:k]

    ne marchait pas [la carte Vitale]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

mont

  • 🔗 hennezh 'h a e-unan

    [hẽ:z a i'hyn]

    il fonctionne tout seul [groupe électrogène]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne vanka ket kalz tra dezhañ da... evit mont

    ['vɑ̃ŋka kə kɑls trɑ deɑ̃ də wid mɔ̃n]

    il ne lui manque pas grand-chose pour... pour fonctionner

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hemañ ac'hanta, ac'h a mat met int n'eont ket mat-kaer

    ['hemɑ̃ 'hɑ̃ntɑ hɑ mɑ:d mɛ hiɲ nɛɲ cə mɑ:t kɛ:r]

    celui-ci, et bien, il fonctionne bien [compteur], mais eux ils ne fonctionnent pas très bien [les administratifs]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'a ket e-unan

    [na kəd i'hyn]

    il ne va pas tout seul [le couvercle de la cafetière ne rentre pas comme il faut]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'a ket mat an traoù ?

    [na kə mɑ:n trɛw]

    les choses ne vont pas bien [ça ne va pas] ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh ya met a-hervez an traoù-se n'eont ket mat hañ, bezañ zo tud ha 'neu... 'neus klevet lâret 'na machinoù da c'horo hag euh... ne oant ket kontant, ar saout n'andurent ket anezhe

    [o ja mɛ 'hɛrwe ntrɛw ze nɛɲ cə mɑ:d ɑ̃ be zo tyd bah vʁo: a nœ nœs 'klɛwə 'lɑ:ʁə na ma'ʃi:no də 'ho̞:ʁo̞ ag ə wɑ̃ɲ ce 'kɔ̃ntɑ̃n zo̞wd nɑ̃'dy:ʁɛɲ cə nɛ:]

    oh oui mais à ce qu'il paraît ces choses-là ne marchent pas bien hein, il y a des gens qui ont... ont entendu dire qu'ils avaient des machines à traire et euh... ils n'étaient pas contents, les vaches ne les supportaient pas

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

bezañ en-dro

  • 👂 🔗 honnezh zo bet en-dro

    [hɔ̃:s so bed ɛn'dɾo]

    celle-là a fonctionné [servi, meule à aiguiser]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met hoñ n'eo ket bet en-dro pell zo

    [mɛ hɔ̃: ne̞ kə be ndɾo pɛl zo]

    mais elle n'a pas fonctionné depuis longtemps

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 nevez-flamm, n'eo ket bet en-dro c'hoazh

    [ˌneweˈvlɑ̃m ne̞ kə be ndʁo hwas]

    complètement neuf, il n'a encore fonctionné

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi