Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

éteindre

lazhañ

Gwelet an temoù Lazhañ ha Lazhañ ar gouloù

  • 👂 🔗 lazhet 'peus ar chofaj memestra ?

    [ˈlɑːhɛ pøs ˈʃo̞faʃ mo̞sˈtʁɑ]

    vous avez éteint le chauffage quand même ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lazh an tan dindan ar c'hafe

    [lah tã:n di’nã:n ə 'hafe]

    éteins le feu sous le café

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me ac'h a da lazhañ anezhañ, eñ a vez o tont en-dro amañ e-pad an deiz

    [me ha də 'lɑhɑ̃ neɑ̃ hẽ̞: ve tɔ̃n dro 'ɑ̃mɑ̃ pa:n de:]

    je vais l'éteindre [radio], elle fonctionne ici toute la journée

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ec'h implijez muioc'h c'hoazh ma lazhez anezhañ libr

    [him'plijɛz 'myɔh hwɑs ma 'lɑhɛz neɑ̃ lip]

    tu consommes encore plus si tu l'arrêtes complètement [radiateur]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 evit lazhañ anezhañ

    [wid 'lɑhɑ̃ neɑ̃]

    pour l'éteindre [l'appareil]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ya, lazh an tele. Hardi.

    [ja lah ən 'tele 'haʁdi]

    Oui, éteins la télé, ne te gêne pas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

serriñ ar genoù

  • 🔗 ... serret e c'henoù dezhañ

    ['zɛrəd i 'he:no 'deɑ̃]

    ... l'éteint [le radiateur]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 serriñ he genoù

    ['zɛĩ i 'ge:no]

    lui fermer la bouche [éteindre la télé]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 serriñ an tele ha lenn ar journal

    [’zɛj̃ ’tele a lɛn ’ʒurnal]

    éteindre la télé et lire le journal

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi