Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

quoi (ou –)

petra (pe b–)

  • 👂 🔗 ne oar ket an nen hag-eñ e vez kurun pe betra

    [wɑ:r kə ne:n a’gẽ ve ’ky:ɾyn pe bɾa]

    on ne sait pas si c'est du tonnerre ou pas

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'on ket pe vezont en tenue pe betra

    [me nɔ̃ kə pe vɛɲ ntø’ny pe brɑ:]

    je ne sais pas s'ils sont en tenue ou pas

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'on ket pe emañ en retret pe betra

    [me nɔ̃ kə pe mɑ̃ rə'trɛt pe brɑ:]

    je ne sais pas s'il est en retraite ou pas

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'meus ket soñj pe oamp ouzhpenn unan pe betra, met añfin, graet oa din ober des essais

    [mœs kə ʒɔ̃:ʃ pe wɑ̃m spɛn yn pe bə’ʁɑ mɛ ɑ̃fin gwɛd wa dĩ o:ʁ dɛze’sɛ]

    je ne me souviens pas si nous étions plusieurs ou quoi, mais enfin, on m'avait fait faire des essais

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gwelet e vo hag-eñ 'h aio en-dro pe betra

    [’gwɛlə vo gẽ: hɛj ndro: pe brɑ]

    on verra si elle reviendra ou pas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 me ne oaran ket pe eo marv pe petra

    [me 'wɑ:rã kə pe ɛ marw pe ba’ra]

    moi je ne sais pas s'il est mort ou quoi

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oaran ket pe eo arru er foyer pe betra

    [’wɑ:rɑ̃ kə pe ɛ ɑj ’fwaje pe bra]

    je ne sais pas s'il est arrivé au foyer ou quoi

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 met eñ zo skol bepred pe betra ?

    [mɛ hẽ̞: zo sko:l 'bopət pe bə'rɑ]

    mais lui il est toujours à l'école ou quoi ?

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya, telefoniñ dezhañ da c'houlenn hag-eñ euh... hag-eñ 'h eo e-sell da dont pe betra

    [ja ˌtele'fɔ:nĩ deɑ̃ də hu:l gẽ ə gẽ ɛ sɛl dɔ̃n pe brɑ]

    oui, lui téléphoner pour savoir si euh... s'il a l'intention de venir ou quoi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'onn ket pe 'h eo deus Bear pe betra

    [me nɔ̃ kə pe hɛ dəz 'bear pe brɑ]

    je ne sais pas s'il est de Bear ou pas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'onn ket pe eo brezhoneg dre amañ pe betra ?

    [me nɔ̃ kə pe ɛ brɛ'zɔ̃:nəg dre 'ɑ̃mɑ̃ pe brɑ:]

    je ne sais pas si c'est le breton d'ici ou quoi ?

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'onn ket, pe oamp absant pe betra

    [nɔ̃ kə pe wɑ̃m ’ɑpsɑ̃n pe bə’rɑ]

    je ne sais pas si nous étions absents ou quoi

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi