Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
tendance (avoir – à)
techet (bezañ – da)
-
🔗 techet eo da vezañ klañv
['teʃəd ɛ də 'veɑ̃ klɑ̃:]
il a tendance à être malade
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 darn zo techet deus ar c'hañser
[dɑrn zo 'teʃət təs hɑ̃'sɛr]
certains sont prédisposés au cancer
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bugale zo techet da dostaat d'an dour hañ
[by'gɑ:le zo 'teʃət tə dɔs'tɑ:t tən du:ʁ ɑ̃]
les enfants ont tendance à se rapprocher de l'eau
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi