Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

quoi

petra

  • 👂 🔗 Gant petra 'h eo graet ? Gant per pe gant... ?

    Gan pra hè gwèt ? Gan pêr pé gan... ?

    Avec quoi il est fait ? Avec des poires ou avec... ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kar ar gachenn peurvuiañ a-hend-all e vezont graet, e vez graet kazi ordin trempañ anezhe e-barzh... e-barzh un alkol bennak. Ya, ar re-mañ a drempez anezhe e-barzh petra ? E-barzh petra 'ta trempet da gachenn un tamm ?

    Ka gachenn pèrvuiañ hènd-all vènt gwèt, vé gwèt karjé ordin trèmpañ né barh... barh 'n alkol bénnak. Ya, ré-mañ drèmpès nè barh para ? Barh para ta trèmpet te gachenn tamm ?

    Car les gâteaux en général sinon, on les trempe presque toujours dans... dans de l'alcool. Oui, tu as trempé ceux-ci dans quoi ? Dans quoi as-tu trempé tes gâteaux un peu ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah beñ hennezh zo paotr yaouank ivez ha zo e-unan gant e vamm aze ha n'onn ket petra.

    A beñ heñ so pod yowank ie, a zo ihun gan i vamm ahé, a n'onn ke pera.

    Il est célibataire et il est seul avec sa mère.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze e roe... 'Meus aon e roe boued d'ar moc'h pe 'meus ket soñj petra.

    A neuhé roé... Meuz owen roe bwét te moh, pé meus ke joñj pra.

    Et alors il donnait... Je crois qu'il donnait à manger aux cochons ou je ne me rappelle plus quoi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 petra teus ezhomm ?

    [pra tøz e:m]

    de quoi à tu besoin ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 petra ?

    [pa'ra]

    quoi ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 petra 'teus ezhomm ?

    [pra ts e:m] [pra tøz e:m]

    de quoi as-tu besoin ?

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 evit ober petra ?

    [wid o:r pra]

    pour faire quoi ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 petra ?

    [pə'ra]

    quoi ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hennezh zo evit petra ?

    [hẽ:s so wit pə'ra]

    celui-là [ça] est pourquoi faire ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an deiz-se, ni oa o vont d'ober petra ?

    ['ndese nim wa vɔ̃n to:r pə'ra]

    ce jour-là nous allions faire quoi ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ... a vez lâret petra ?

    [ve lɑ:r pə'ra]

    ... on dit quoi ?

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag e oa goulennet ganin gant medesin Majer 'ba Gwengamp euh... ya met... petra micher a raen

    [a wa ’gu:lə gə’nĩ gɑ̃n mœ’dœsin ’mɑ:ʒər ba ’gwɛngɑ̃m ə ja mɛ pɾɑ ’miʃər rɛn]

    et on m'avait demandé, le médecin Mager à Gwengamp euh... oui mais... quel métier je faisais

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha te a lâr petra ?

    [a te lɑ:r pra]

    et toi tu dis quoi ?

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 petra

    [pe'tɾɑ]

    quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 petra ?

    [prɑ:]

    quoi ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gant petra eo graet ?

    [gɑ̃n pra ɛ gɛt]

    avec quoi [quel matériau] il est fait ?

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eo ket aezet goût petra d'ober ken kwa

    [nɛ kəd 'e̞:zɛd gu:t pɾa do̞:ʁ ken kwa]

    ce n'est pas facile de savoir quoi faire quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

petra da

  • 🔗 ne oaren ket petra d'ober dit

    ['wɑ:rɛŋ kə prɑ do:r dit]

    je ne savais pas quoi te faire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-hend-all me ne oaren ket petra d'ober gante

    [hɛn'dɑl me 'wɑ:rɛŋ kə prɑ do:r gɑ̃ntɛ]

    autrement moi je ne savais pas quoi faire avec

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an dud ne oarent ket petra d'ober

    [ndyd 'wɑ:rɛɲ cət prɑ: 'do:bər]

    les gens ne savaient pas quoi faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha hemañ ne ouie ket petra da respont

    [a 'hemɑ̃ 'wiɛ kət prɑ: də 'respɔ̃n]

    et celui-ci ne savait pas quoi répondre

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oaren ket petra da respont dezhi

    ['wɑ:rɛŋ kə prɑ: də 'respɔ̃n dɛj]

    je ne savais pas quoi lui répondre

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi