Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
conduire
konduiñ
-
👂 🔗 Konduiñ an trakteur 'ma graet ivez. Peogwir Papa ne gleve ket ha n'houlenne ket mont gant an trakteur er-maez.
Konduiñ ’n trakteur ma gwèd ie. Pegur Papa glèwè ket, a n’oulè ke mon gan trakteur mès.
J'ai conduit le tracteur aussi. Parce que Papa n'entendait pas, et il ne voulait pas sortir avec le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Sur a-walc'h goude neuze eo an hini e oa bet an trakteur... war an dro-se, kar n'eo ket lavaret 'mije konduet un trakteur a-raok kement se ivez.
Zur wah goudé neuhé 'h è 'n ni oa bé 'n trakteur war 'n dro-zé, kar né ke lâret mijé konduet trakteur rok kémé sé ie.
C'est probablement à ce moment qu'on a eu le tracteur, car ce n'est pas dit que j'aie conduit le tracteur avant tant que ça.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E vije daou war ar faucheuse, ha unan a gondue ar gazeg...
Vijé dow war focheuz, a un gondué gazek.
Deux [personnes] étaient sur la faucheuse, et une conduisait la jument.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ma vije war ar faucheuse e vije en e goazez war ar skabell, ma vije... Kalz ostilhoù a vije, a vije ur skabell warne quoi. Hag aze an hini a vije o konduiñ a vije trankil. Ya, ma sente e gezeg diontañ met...
Ma vijé war faucheuse vijé ni goazé war skabell, ma vijé... Kalz ostilho vijé, vijé skabell warnè quoi. Ag ahé ’n ni vijé konduiñ vijé trankil. Ya, ma sènté i gézek tiontañ, mèt...
Quand il conduisait la faucheuse, il était assis sur le siège... Il y avait beaucoup d'outils [de machines] sur lesquels il y avait un siège. Et alors celui qui le conduisait était tranquille. Oui, à condition que ses chevaux lui obéissent, mais...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met konduiñ e drakteur, geo, ober a rae ma kerez, met pas war an hent, peogwir ne gleve ket.
Mèd eu... konduiñ i drakteur, gè, or rê ma kées, mè pas war ’n èn, pegur glêwé ket.
Mais conduire le tracteur, si, il le faisait, mais pas sur la route, parce qu'il n'entendait pas [il était sourd].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Hola avat, petra zo kaoz, daon, ne vez ket X o konduiñ an trakteur ken.
Hola hat, pra zo kos, dañwn, vé ke X konduiñ ’n trakteur kén.
Hola, qu'est-ce qui se passe ? X ne conduit plus le tracteur.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
kas
-
👂 🔗 Pa oan er gêr da bevarzek vloaz ne oa ket trakteur c'hoazh peogwir e vije kaset ar gazeg... 'meus soñj 'h ae an nen da dremen an hou da... war ar patatez.
Pé oan gêr de barzek la oa ke trakteur hoas pegur vijé kaset gazek, meus choñj ’h ê ’n nên de drémen ’n ou de... war patates.
Quand je suis restée à la maison à quatorze, il n'y avait pas encore de tracteur, puisqu'on conduisait la jument. Je me rappelle qu'on allait passer la houe sur les pommes de terre.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ne blije ket an trakteur dezhañ kement se. Peogwir alies pa 'nije d'ober mont d'arat e vije lavaret dimp kas an trakteur d'ar park ivez.
Blijé ked 'n trakteur déañ kémé sé. Pegur alies pé nijé d'or mont d'aret vijé lât timp kas 'n trakteur de park ie.
Il n'aimait pas tant que ça [conduire] le tracteur. Parce que souvent, quand il devait aller labourer, on nous disait de conduire le tracteur au champ.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 hag e kase ac'hanon eno d'evañ kafe
[a 'gɑsɛ ɑ̃w 'e:no 'de:və 'kɑfe]
et il me conduisait là-bas pour boire du café
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zad ha ma mamm a oa deut da gas ac'hanon d'ar gar
[ma zɑ:d a ma vɑ̃m wa dœd də gɑz ’ɑ̃:nɔ̃ də gɑ:r]
mon père et ma mère étaient venus m'accompagner à la gare
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi