Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

pas que

estroc'h evit

  • 👂 🔗 estroc'h evit soja e vez kont, estroc'h evit ar soja zo

    ['istɔh wi 'soʒa ve kɔ̃n 'istɔh wi 'soʒa zo ɑ̃]

    il n'y a pas que le soja qui entre en ligne de compte, il n'y a pas que le soja

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 estroc'h evit ar re-seoù 'peut, gouvezout a ran 'peus arru ur valizennad

    ['e̞stɔh wi zew pøt 'gu:ve ə rɑ̃ pøz ɑj ˌvali'ʒenət]

    vous n'avez pas que ça, je sais que vous avez une valise remplie

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 oh, estroc'h evit ar re-se a ra hañ

    [o 'istɔh wid 'reze ra ɑ̃]

    oh, il y en a d'autres qu'eux à le faire hein

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 estroc'h evit estrañjourien zo

    ['ɛstɔh wid ˌistʁɑ̃'ʒu:rjən zo]

    il n'y a pas que des étrangers

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 oh, estroc'h evit amañ eo kont evel-se

    [o 'istɔh wid 'ɑ̃mɑ̃ ɛ kɔ̃n və'se]

    oh ailleurs qu'ici c'est la même chose [il n'y a pas qu'ici que c'est comme ça]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 estroc'h evit du-mañ...

    ['istɔh wid 'dymɑ̃]

    pas que chez moi [ailleurs que chez moi]...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 estroc'h evitañ

    [ˈestoχ ˈwitɑ̃]

    d'autres que lui, pas que lui

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 met estroc'h evit an ebeulien bihan, kezeg all a veze gwerzhet ivez hañ, an hini 'neze ur gazeg ur bloaz pe daou peotramant ar reoù a oa arri euh... oadet evit kas anezhe da... da lazhañ ivez kwa

    [mɛd 'istɔh wid nœ'bœʎən 'bi:ən 'ke:zɛg al viʒe 'gwɛʁzɛd ije ɑ̃ n:i niʒe 'gɑ:zɛg blɑ: pe do̞w pe'tɑ̃mɑ̃n ʁew wa ɑj ə 'nwɑ:ʒəd wit kɑs nɛ: də də 'lɑ:hɑ̃ ije kwa]

    mais il n'y avait pas que des poulains, on vendait d'autres chevaux aussi hein, celui qui avait un cheval d'un an ou deux, ou sinon ceux qui étaient euh... arrivés âgés, pour les envoyer à... pour les tuer aussi quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 estroc'h evitomp zo o c'hoari koura

    ['ystɔh 'witɔ̃m zo hwɑj 'ku:ɹa]

    il n'y a pas que nous à pratiquer quoi [colombophilie]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi