Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

patati et patata

ac'hann ha aleshont

  • 👂 🔗 Met ne oa ket aet da di X diouzhtu, antreet e oa er Veuzit en ur dremen bepred, ha feiz 'na lavaret dezhe e oa o vont da di X da lavaret dezhañ 'na ur paotr bihan ivez ha ac'hanen ha aleshont.

    Mèt... oa ked èt de di X dustu, añtréet oa Veuzit non drémen bopet, a fé na lât tè oa von te di X de lât téañ na pot pien ié, a hann a lêson.

    Mais il n'était pas allé chez X tout de suite, il était entré au Veuzit en passant, et il leur avait dit qu'il allait chez X lui dire qu'il avait eu un petit garçon aussi, et patati et patata.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz neuze 'na lavaret dezhe e oa bet o lavaret da X 'na bet ur paotr bihan, ha ac'hanen ha aleshont, met a-benn neuze e oa arri tomm ar soubenn.

    A fé neuhé na lât tè oa béd lât te X na bé pot pien, a hann a lêson, mè bènn neuhé oa ai tomm zoubenn.

    Et alors il leur avait dit qu'il était allé dire à X qu'il avait eu un petit garçon, et patati et patata. Mais pour alors il était un peu ivre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 hag ar juj 'na dit « sakre... ! » hag ac'hann hag aleshont kwa

    [a ʒy:ʒ na di ’sɑkɾe a hɑ̃n a ’lesɔ̃n kwa]

    et le juge avait dit « sacré... ! » et ceci et cela quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

ha penaos ha petra

  • 👂 🔗 hag e oa goulennet ganti euh... pelec'h 'na graet ma zad e goñje ha penaos ha petra

    [a wa 'gu:lə 'gɑ̃ti ə ple̞h na gwɛd mə sɑ:d i 'gɔ̃:ʒe a pə'no: a pa'rɑ]

    et on lui avait demandé euh... où mon père avait fait son service militaire et comment et quoi

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

e-giz-mañ e-giz-hont

  • 👂 🔗 me zo o c'honit ma... me a bae amañ ha me... te 'to gonezet du-hont hag e-giz-mañ e-giz-hont

    [me zo ’hɔ̃:nid mə me bɛ: ’ɑ̃mɑ̃ a me te to hɔ̃’ne:əd ’dy:ən a ’gimɑ̃ ’gisɔ̃n]

    moi je gagne ma... moi je paye ici et moi... toi tu auras gagné là-bas et patati et patata

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi