Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
entrée
toull
Gwelet an temoù Toull an nor, An toull-karr ha An toulloù-park
-
👂 🔗 Ha e-barzh ar bourk e oa tout an dud war toull o dorezioù
A bah bourk oa tou 'n dut war toull o doréjo.
Et au bourg, tout le monde était sur le pas de leur porte.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 betek 'ba toull dor an ti e vez neizhioù evned koura
['betɛ ba tul no:r ti ve 'e:ʒo 'ẽwnət kura]
jusque dans l'entrée de la maison il y a des nids quoi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Ha hennezh a vije evel un nor warnañ, an toull-se, ha hennezh a vije digoret quoi, ha vije ret dezhe tremen hebiou an toull-se, gant o sac'h, sac'h... 2. Sac'h gwinizh. 1. Sac'h gwinizh war o chouk.
1. A heñ vijé vèl e nor warnañ, 'n toull-zé, a heñ vijé dioret quoi, a vijé rét tè trêmen bu 'n toull-zé, gan o zah, zah… 2. Zah kwinis. 1. Zah kwinis war o chouk.
1. Et il y avait comme une porte à cette entrée, et on l'ouvrait, et ils devaient passer par cette entrée, avec leur sac... 2. Leur sac de froment. 1. Leur sac de froment sur leur dos.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 hag e vezont lakeet a-us, 'ba krevier saout, 'ba toull an nor, evit ampich an dardred
[a vɛɲ la’keə ys ba ’krɛ:vjər zɔw ba tul’no:ɹ wid ’hɑ̃mpiʃ ’dɑɹdɾət]
et on les met au-dessus, dans les étables, dans l'entrée de porte, pour empêcher les dartres [gui]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hag e weles anezhi aze gant ur morzhol ha frikañ anezhe war treuzoù he zoull-nor
[a 'wɛ:lɛz nɛj 'ɑhe gɑ̃n 'mɔrzɔl a 'fricɑ̃ nɛ: war 'trœ:ʒo i dul no:r]
et tu la voyais là avec ur marteau et de les écraser sur le pas de sa porte
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e vije dit ledanaat da doull-karr
['ɑ:he viʃe dit ˌledɑ̃'ne:əd də dul'kɑʁ]
là tu devais élargir ton entrée de champ
??? prononciation curieuse
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi