Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
leur(s)
o
-
👂 🔗 1. Ha hennezh a vije evel un nor warnañ, an toull-se, ha hennezh a vije digoret quoi, ha vije ret dezhe tremen hebiou an toull-se, gant o sac'h, sac'h... 2. Sac'h gwinizh. 1. Sac'h gwinizh war o chouk.
1. A heñ vijé vèl e nor warnañ, 'n toull-zé, a heñ vijé dioret quoi, a vijé rét tè trêmen bu 'n toull-zé, gan o zah, zah… 2. Zah kwinis. 1. Zah kwinis war o chouk.
1. Et il y avait comme une porte à cette entrée, et on l'ouvrait, et ils devaient passer par cette entrée, avec leur sac... 2. Leur sac de froment. 1. Leur sac de froment sur leur dos.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Neuze 'h aent en o flas.
Neuhé 'h ènt 'n o vlas.
Alors elles allaient à leur place.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, ha boutañ, boutañ o fenn, pa ne vez ket bern e-barzh ar foñs ken...
Ya, a boutañ o vènn, pé vé ke bèrn bah voñs kén.
Oui, et pousser leur tête, quand il n'y a plus beaucoup [de lait] dans le fond [du seau].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha e-barzh ar bourk e oa tout an dud war toull o dorezioù
A bah bourk oa tou 'n dut war toull o doréjo.
Et au bourg, tout le monde était sur le pas de leur porte.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 En-dro d'ar reoù glañv quoi. Ya. Darn anezhe a oa... ma kerez... Kollet o fenn un tamm muioc'h gante, darn all a oa jentiloc'h un tamm, se a depant, a bep sort, quoi.
Dro de réw glañ quoi. Ya. Darn nè oa, ma kées, kolled o vènn tamm muoh gantè. Darn all oa jèntiloh tamm. Zé dépan, bop sort quoi.
M'occuper des malades. Oui. Certains avaient perdu la tête, d'autres étaient plus gentils, ça dépend, il y avait de tout.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 'H arrie ar c'hochon bihan neuze krevet gant troad e vamm evel-se, ar re-se a vez tanav tanav o c'hroc'hen, ha feiz ma 'h arri un troad da stokañ diontañ [?] e vez krevet quoi.
Haié hochon bien neuhé, kreuvet gan trwad i vamm vesé. Rézé vé tano-tano o hrohen. A fé, ma ’h ai en trwat te stokañ diontañ [?] vé kreuvet.
Elle apportait le petit cochon à la peau percée par la patte de sa mère. Ceux-là ont la peau vraiment très fine, et si une patte vient la frapper, ça la perce.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 An dud yaouank a vije e-barzh an eured, ha neuze o zad ha o mamm a vije, ma kerez, an deiz war-lerc'h, deiz an adeured neuze.
'N dud yowank vijé bah 'n euret, a neuhé o zad a o mamm vijé, ma kées, 'n dé war-lèrh, dé 'n adeuret neuhé.
Le jeunes étaient au mariage, et ensuite leurs parents venaient, si tu veux, le lendemain, le jour du retour de noces.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ar re a vez gris war o fluñv
[re ve gri:z war o blỹ:]
ceux qui ont du gris sur les plumes [mouettes]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi