Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
éméché
[troioù-lâr / expressions]
-
🔗 arru eo tomm dezhañ
[ɑj ɛ tɔm 'deɑ̃]
il commence à être chaud [éméché]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 arru eo tomm ar soubenn
[ɑj ɛ tom 'zu:bən]
la soupe est arrivée chaude [je suis bourré]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 arru eo tomm ar soubenn din
[ɑj ɛ tɔm 'zu:bən dĩ]
la soupe commence à m'être chaude [quand on commence à être saoul]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tomm e oa ar soubenn ivez un tamm kwa
[tɔm wa 'zu:bən ije ntɑ̃m kwa]
j'étais éméché aussi quoi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa veze arru tomm dezhañ
[pe viʒe aj tɔm 'deã]
quand il était chaud [qu'il avait un peu bu]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Alexandre 'na evet ur bannac'h ivez
[alɛk'sɑ̃n na 'e:və bɑ̃h ije]
Alexandre avait bu un coup aussi [éméché]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri e oa tomm e revr
[ɑj wa tɔm i rɛ:r]
il était éméché [litt. son cul était chaud]
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lous e oa e fri hag e oa aet... e oa aet 'ba an touflez
[lu:z wa i vri: a wa ɛt wa ɛd ban 'tufle]
il était éméché et il était allé... il était allé dans le fossé
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Koulskoude, heñ a vije ordin e-barzh an oto. Met pa 'nije evet ur bannac'h e vije e vannac'h da-heulañ ivez.
[kus’kude ẽ viʒe oʁ’din bah ’noto – mɛ pə niʒe ’evə ’bãh viʒe i ’vãh tə’høːlã iə]
Pourtant, il circulait toujours en voiture. Mais quand il avait bu un coup, son coup le suivait aussi [= il était éméché au volant].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
klouar
-
👂 🔗 herie emañ da dro, ha neuze e vije evet ur bannac'h, a-wechoù e vijent arri klouar-mat, na pe posupl e vije yen, met añfin, evel-se e oa
[’hɛje mɑ̃ də dɾo: a ’nœ:he viʒe ’e:və bɑ̃h ’we:ʒo viʒɛɲ ɑj ’klu:aɹ mɑt na pe ’posyb viʒe ji:n mɛ ɑ̃’fin və’se wa]
aujourd'hui c'est ton tour, et alors on buvait un coup, parfois ils étaient bien éméchés, quand bien même il faisait froid, mais enfin, c'était comme ça
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
kraz
-
👂 🔗 evañ ur bannac'h chistr solut hag en abardaez e vije arri kraz-mat an traoù
[’e:və bɑ̃x ʃist ’so:lyt ag ə nabaɹ’de: viʒe ɑj kɾɑz’mɑt tɾɛw]
boire un coup de cidre costaud et en fin d'après-midi les gens étaient bien éméchés
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi