Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

jeune homme

paotr yaouank

  • 👂 🔗 evel se, feiz, evel just, goude, e vamm a oa kozh ha e dad a oa marv pa oa paotr yaouank, ha feiz avat evel se...

    Vesé, fé, vèl just, goudé, i vamm ia kos, a i dad oa marw pé oa pod yowank, a fé hat vesé…

    Sa mère était âgée et son père est mort quand il était jeune...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah beñ hennezh zo paotr yaouank ivez ha zo e-unan gant e vamm aze ha n'onn ket petra.

    A beñ heñ so pod yowank ie, a zo ihun gan i vamm ahé, a n'onn ke pera.

    Il est célibataire et il est seul avec sa mère.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal