Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

à peu près

apeupre

  • 👂 🔗 1. Pa oa seitek vloaz ’ta lavaret din e oa marv. 2. Seitek vloaz apeupre ya. Seitek vloaz ya, pe evel se, ya.

  • 👂 🔗 Ha bepred, bepred ’nea ur grevadenn apeupre pemp santimetr pe c’hwec’h santimetr, dindan e gof, e-barzh ur sañs, ha un tamm bihan e-barzh ar sañs all.

  • 👂 🔗 Div wech ar sizhun, apeupre e vije ribotet. A-blasoù e vije laosket pelloc’h, marteze e vije un tamm bihan muioc’h a amann, met... a-benn neuze ne vije ket ken mat ivez.

  • 👂 🔗 Maman ’na ur billig apeupre ar vent-se aze, ha honnezh a vije pozet war an trebez, le trépied.

  • 🔗 Ha ezhomm e nez ? (Ya ezhomm e nez.) Un tamm kousk da greisteiz, apeupre... div eur ?

  • 🔗 En-dro eizh eur a sav apeupre met se n’eo ket ken diwezhat se c’hoazh. (T : N’eo ket nann nann nann.) Pa vezer en retred hañ, normalamant !