Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
autre (l'–)
eben
-
👂 🔗 Ha pa vijent laket en o sav evel se, ma kerez, harpet an eil deus eben evel se, aze e sec'hent diouzhtu bepred quoi.
A pé vijènt laket ’n o za vesé, ma kées, arped ’n èil deus ibên vesé, ahé séhènt dustu bopet quoi.
Et quand on les mettait debouts comme ça, si tu veux, appuyés les uns contre les autres, ils séchaient rapidement.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
egile
-
👂 🔗 Anfin, pa oa bet en Allemagne prizonied 'na anavezet daou all ma kerez, ha unan a oa e-barzh Skiñvieg, ha egile a oa e-barzh Pederneg.
Fin, pé oa béd 'n Allemagne, prizoniet, na anvéet dow all ma kées, a un oa ba Skiñniek, a égilé oa Pédèrnek.
Quand il était prisonnier en Allemagne, il avait rencontré deux autres, si tu veux, l'un habitait à Squiffiec et l'autre à Pédernec.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 1. Ya peogwir e oant kichen-ha-kichen ya. 2. Peogwir e oamp kichen-ha-kichen, ne vijemp ket pell quoi, ne oamp ket pell an eil deus egile, ha evel se...
1. Ya pegur oant kichen a kichen ya. 2. Pegur oam kichen a kichen, vijèm ke pèll quoi, oam ke pèll ’n èil deuz égilé, a vesé…
1. Oui puisqu'ils étaient l'un à côté de l'autre. 2. Puisque nous étions l'un à côté de l'autre, nous n'en avions pas pour longtemps, nous n'étions pas loin l'un de l'autre...
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, ha neuze goude neuze, pa 'meump astennet an hangar neuze, laket deus egile, feiz, 'meump laket ar saout e-barzh.
Ya, a neuhé goudé neuhé, pé meum astênne ’n hangar neuhé, laket deuz égilé, fé, meum lake zowt bars.
Oui, et ensuite, quand nous avons agrandi le hangar, qu'on l'a mis contre l'autre, nous y avons mis les vaches.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Egile a vije oc'h huchal dezhañ, ha xxx (?)... E-kichen evel se ne vije ket ret dezhañ ober ivez kement, pa vije e appareil gantañ met...
Égilé vijé huchel déañ, a [??]... Kichen vesé vijé ke rêt téañ or ie kémèn, pé vijé i appareil gantañ.
L'autre lui parlait en criant et [?]... Alors que comme ça il n'y avait pas besoin de crier autant, quand il avait son appareil.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ar pezhioù kefioù-se 'h eo pa divarrez, pa divarrez da goad hir neuze, pa divarrez da goad, ha egile all a lâre dit war ar c'hleuz aze « met aze 'teus ket ezhomm mont da gac'hat peotramant ec'h ey euh... ar c'hefioù-se 'ba... 'ba... 'ba da revr » pe tu bennaket
[’pe:ʒo ’ke:ljo hɛ pa di’vɑrɛs pa ’divɑrɛs də gwɑt hi:r ’nœhe pa ’divɑrɛs də gwɑt a: e’gi:le al ’lɑ:rɛ dit war hlœ̃: ’ɑhe mɛ ’ɑhe tøs ke:m mɔ̃n də ’gɑhat pə’tɑ̃mɑ̃n hɛj ə ’he:vjo ze ba ba ba də rɛ:r pe ty bə’nɑkət]
ces grosses souches-là c'est quand tu élagues, quand tu élagues trop long le bois alors, quand tu élagues le bois, et l'autre te disait sur le talus là « mais là il ne faut pas que tu ailles chier sinon tu vas t'enfoncer euh... ces souches dans... dans... dans le cul » ou quelque part
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi