Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

belle-mère

mamm-gaer

Gwelet an tem An tad-kaer

  • 🔗 Tintin X eo da vamm-gaer.

    [tĩtĩ X e̞ də vãm'gɛːʁ]

    Tante X est ta belle-mère.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz goude neuze pa 'meump gallet kaout anezhañ, feiz neuze ma vamm, ma vamm-gaer neuze 'neus laosket he venaj neuze.

    A fé goudé neuhé, pé meum gallet kad néañ, fé neuzé me vamm, me vamm-gèr neuhé neuz losked i vénach neuhé.

    Et ensuite, quand nous avons pu l'avoir [la ferme], ma belle-mère a laissé sa ferme.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me 'meus soñj, feiz, ma vamm-gaer a oa aze c'hoazh hañ, ha 'mijemp, 'meump triwec'h buoc'h da c'horo gant an dorn.

    Mé meus choñch, fé, me vamm-gèr oa ahé hoaz añ, a mijèm, meum triwèh buh te horo gan dorn.

    Je me souviens, ma mère était encore là, et nous avions dix-huit vaches à traire à la main.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 A-benn neuze 'ma lavaret da ma vamm-gaer, bremañ emezon-me 'meump podoù, te ne deski ket goro evel se, emezon-me, me a raio ma-unan.

    Bènn neuhé ma lât de me vamm-gèr, brémañ momé meum poujo, té diski ke goro vesé, mome, mé rèi mehun.

    À cette époque, j'avais dit à ma belle-mère : Maintenant, dis-je, nous vons des pots [sur la machine à traire], tu n'as pas besoin d'apprendre à traire comme ça, je le ferai seule.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Goude pa oa aet ma vamm-gaer e-barzh he zi, ac'hanta 'ma den ebet hañ.

    Goudé pé oa èt ma vamm-gèr ba i zi, hanta ma dén béd añ.

    Après, quand ma belle-mère s'était installée dans sa maison, eh bien je n'avais personne [pour m'aider à traire].

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

lez-vamm

  • 👂 🔗 lez-vamm

    [le̞z'vɑ̃m]

    belle-mère

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi