Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

politique

politik

  • 🔗 'ba ar skol e gomañs ar politik

    [bah sko:l ’gõmãs politik]

    la politique commence à l'école

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar re-se 'deus ket ar memes ide eu... politik, 'oaran ket 'met politik hein ! 'neus ket ar memes ide... evel ma zad

    ['ʁeze døs kə 'mɔ̃məz 'i:de ə - po'litik wa'ʁɑ̃kə mɛ po'litik ɛ̃ - nøs kə 'mɛməz 'i:de - wɛl mə zɑ:t]

    ceux-là n'ont pas les mêmes idées euh... politiques, je ne sais que politiques hein ! ils n'ont pas les mêmes idée... que mon père

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi