Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

ce que

pezh (ar –)

  • 👂 🔗 Me a gav din eo se eo tout ar pezh a oarfen.

    Mé gaf tin 'h è zé ê toud péz oarfèn.

    Je crois que c'est tout ce que je sais.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Peogwir 'mije d'ober deskiñ ar pezh 'mije d'ober deskiñ.

    Pegur mijé d'or diskiñ péz mijé d'or diskiñ.

    Parce qu'il fallait que j'apprenne ce qu'il fallait que j'apprenne.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ar pezh a oa startañ du-mañ eo e oa tout ar parkoù pell deus ar gêr, pa vije d'ober kaout ar saout er-maez. 2. E vije ret mont war an hent diouzhtu.

    1. Péz oa startañ du-mañ ’h è oa toud parko pèll deuz gêr, pé vijé d’or kawt zowt mês. 2. Vijé rét mon war ’n èn dustu.

    Ce qui était difficile chez nous, c'est que les champs étaient tous loin de la maison, quand il fallait sortir les vaches. 2. On était tout de suite sur la route.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ha zo pegement aze a ber ? Ne oarez ket, nann. (Nann, 'meus ket soñj. ) Ar pezh 'ta quoi. Ar reoù 'tea.

    A zo pégémen ahé bér ? Oarès ket, nann. (…) Pés ta kwa. Réoù téa.

    Et combien de poires y a-t-il là ? Tu ne sais pas, non. Ce que tu avais quoi. Celles que tu avais.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Al loened eo ret pleal dionte ar pezh a vez d'ober dezhe tout, feiz, n'eus ket a voaien d'ober... Oh bac'h ! me 'h a d'ober un devezh... Goro herie hag arc'hoazh e rin un devezh ober traoù all, met neuze aze n'eus ket a voaien d'ober se heñ.

    Loèned è rét pléel donté péz vé d'or dè tout, fé, n'eus ke vwoien d'or... O ba ! Mé 'h a d'or 'n déwes... Goro héié hag arhoas rin 'n déwez or trèw all, mè neuhé ahé n'eus ke vwoien d'or zé eñ.

    Il faut s'occuper des bêtes en faisant ce qu'il faut, ce n'est pas possible de faire... Oh bah, je vais faire une journée de traite aujourd'hui, et demain je ferai une journée d'autre chose, mais ce n'est pas possible de faire ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 n'eo ket ar pezh a sikour amañ

    [nɛ kə pez 'ʒikur 'ɑ̃mɑ̃]

    ce n'est pas pour ce qu'elle aide ici [elle n'aide pas]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 na... nag ar pezh a deue amañ alies hañ

    [na na pe:z dɛ 'ɑ̃mɑ̃ a'liɛz ɑ̃]

    ni... ni pour ce qu'elle venait souvent ici [elle ne venait pas souvent]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar pezh zo sur

    [pe:s so zy:r]

    ce qui est sûr

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 graet e vez gant ar pezh a vez

    [gwɛd ve gɑ̃n pez ve]

    on fait avec ce qu'on a, avec ce qu'il y a

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar pezh a ran

    [pe:s ə rɑ̃]

    ce que je fais

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 tout ar pezh zo moaien d'ober

    [tut pe:s so 'vo̞jən do̞:ʁ]

    tout ce qu'il y a moyen de faire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar pezh a oa an diaesañ kwa, neuze e lâre tout ar pezh a soñje

    [pe:z wa di'ɛsɑ̃ kwa 'nœhe 'lɑ:rɛ tut pe:s 'ʃɔ̃:ʒɛ]

    ce qui était le plus difficile quoi, alors il disait tout ce qu'il pensait

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma 'mije lâret-me dezhañ ar pezh a glejen bezañ graet marteze

    [ma miʒe 'lɑ:rəd me 'deɑ̃ pe:z 'gleʃɛn be gwɛd ma'tee]

    si je lui avais dit ce que j'aurais peut-être dû lui dire

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 tout ar pezh zo al loened ha neuze...

    [tut pe:s so 'lwɛ̃:nət a 'nœ:ɛ]

    tout ce qui concerne les animaux et alors

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

petra

  • 👂 🔗 1. Ha feiz, hennezh na renket kemer... 2. La suite goude. 1. La suite goude neuze, da arat an douar ha d'ober tout an traoù ha da c'houzout petra lakat pelec'h ha tout.

    1. A fé, heñ na rènke kémèr… 2. La suite koudé. 1. La suite koudé neuhé, da ared ’n douar a d’or tou ’n trèw, a de hoût pra laket plèh a tout.

    1. Et il avait du prendre... 2. La suite après. 1. La suite après, pour labourer la terre et tout, et pour savoir ce qu'il fallait mettre où et tout.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Te a oar se... petra a oa du-mañ !

    Té oar zé... pra oa du-mañ !

    Toi tu sais ça ? Ce qu'il y avait chez nous. [ironique]

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 « Met, emezon-me, delc'hen a ri mat dezhañ ? » « Ya ya, emezi, me a dalc'ho mat dezhañ, ne sellin ket petra a vi oc'h ober, met... ne vin ket kat d'ober marteze, met me a dalc'ho mat dezhañ ervat. »

    Mèt, moñmé, dèrhèn ri mat téañ ? Ya ya, mèi, mé derho mat téañ. Zèllin ke pra vi ’h or, mèt... Vin k’ kat t’or matéé, mèt mé derho mat téañ vat.

    « Mais, dis-je, tu le tiendras bien ? » « Oui oui, dit-elle, moi je le tiendrai bien, je ne regarderai pas ce que tu feras, mais... Je ne pourrai peut-être pas le faire [regarder], mais je le tiendrai bien. »

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 goût a ran petra eo neuze

    [gu:d ə rɑ̃ para ɛ 'nœhe]

    je sais ce que c'est alors

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

sort (ar –)

  • 👂 🔗 'Teus ket 'met lakat ar seurt a kari enne, emezañ, lakat da saout enne ha traoù, emezañ, pa 'to ezhomm d'ober, ha traoù a bep sort emezañ.

    Teus ke mé laket sort kari nènnè, méañ, laket de zowt nènnè a trèw, méañ, pé to émm d’or, a trèw bop-sort méañ.

    Tu n'as qu'à y mettre ce que tu voudras [dans les terres], dit-il, y mettre tes vaches et tout, quand tu auras besoin de le faire, et tout ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 gant ar sort 'mez

    [gɑ̃n sɔrd me]

    avec ce que j'ai

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 e lâri ar sort a gari

    ['lɑ:ri sɔrd 'gɑ:ri]

    tu diras ce que tu voudras

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pa savan, kentañ sort a ran, mont da gabined ha neuze e kemeran ma loaiad-se ha goude ec'h an d'ober ma doaletenn, ha neuze da difraezhañ ma gwele, digeriñ ar prenestr hag ober tout ar pezh 'mez d'ober a-raok debriñ ma lein

    [pa 'zɑ:vɑ̃ 'kentɑ̃ sɔrd rɑ̃ mɔ̃n də ga'bi:nət a 'nœhɛ go'me:rɑ̃ mə 'lwɑjət se a 'gu:de hɑ̃ do:r mə dwa'lɛtən a 'nœhɛ də di'vrɛ:zɑ̃ mə 'gwe:le 'djɛĩ 'prɛnis a ho:r tut pe:z me ro:d 'di:bĩ mə lɛɲ]

    quand je me lève, la première chose que je fais, aller aux toilettes et alors je prends ma cuillerée-là [de miel], et alors défaire mon lit, ouvrir la fenêtre et faire tout ce que j'ai à faire avant de manger mon petit-déjeuner

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar sort a vo

    [sɔrd ə vo]

    ce qu'il y aura

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Kemer ar sort a gari deus ar sort zo.

    Kémèr sort gari deus sort zo.

    ['kemɛʁ soʁt 'ga:ʁi døs soʁt zo]

    Prends ce que tu veux de ce qu'il y a.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 e lakin dit ar sort a gari

    ['lɑkin dit sɔrt 'kɑ:ri]

    je te mettrai ce que tu voudras

    Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar sort 'na bet desket ober

    [sɔrd na be 'diskəd o:r kwa]

    ce qu'il avait appris à faire [à dire]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ober a rae sort... sort... sort e deue da soñj dezhañ

    [’o:bər ɾɛ sɔɾd sɔɾd sɔɾd dɛ də ʒɔ̃:ʒ ’deɑ̃]

    il faisait ce que... ce que... ce qui lui passait par la tête

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma veze leun 'h ae da diskargañ e gamion pe e garr pe ar sort a veze

    [ma viʒe lœ:n hɛ də di'skɑrgɑ̃ i gɑ̃'miɔ̃n pe i gɑr pe sɔrd viʒe]

    si c'était plein il allait décharger son camion ou sa charrette ou ce qu'il y avait encore

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 leskel d'ober ar sort 'dez c'hoant

    ['lɛskəl do:r sɔrd de hwɑ̃n]

    laisser faire ce qu'ils veulent

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ...e veze graet gant ar sort a oa hañ

    [viʒe gwɛd gɑ̃n sɔrd wa ɑ̃]

    ...on faisait avec ce qu'il y avait

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi