Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
ruer
gwinkal
-
👂 🔗 E oa kat da winkal ha da ruilhal e bod laezh ha tout. Tout e vije ret surveilh anezhe quoi.
Oa kat te winkel a de ruiel i boud lês a tout. Toud vijé ret survèi nè quoi
Elle [la vache] risquait de ruer et de renverser son pot de lait et tout. Il fallait toutes les surveiller quoi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 N'eo ket se met pa vijent goroet a-wezhioù e vijent o winkal ha o c'hoari. N'eo ket aezet hañ. Nann.
N’è ke sé, mè pé vijènt goroet, (a)wêjo, vijènt winkel a hoari. N’è ked èzed añ.
Ce n'est pas ça, mais quand on les trayait, parfois elles ruaient et gigotaient. Ce n'est pas facile hein. Non.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E-kichen serten reoù zo ne 'tije ket roet da den ebet kar bet e 'dijent bet heu... un taol-gwink abred.
[’kiʃən ’sɛʁtən ʁew ’zoː ti’ʒekə ’ʁoə tə ’deːn bet – ka bed diʒɛŋ bed ø – ən tol ’gwiŋ a’bʁeːt]
Tandis que certaines [juments] tu ne les aurais pas données [confiées] à qui que ce soit car ils auraient bien vite eu une ruade.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Beñ ya, evit pa winke ar saout. Pa 'nije an nen un taol-gwink ne vije ket gwall interesant.
[bɛ̃ ja wit pe ’wiŋke ’zowt – pe ’niʒe ’neːn ntol’gwiŋ vi’ʒekə gwɛl inte’ʁesãn]
Ben oui, quand les vaches ruaient. Quand on avait un coup avec une ruade, ce n'était pas très agréable.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal