Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

ordre

urzh

Gwelet an tem An urzh

  • 👂 🔗 an urzh

    [nyrs]

    l'ordre

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 urzh

    urz

    [yʁz]

    ordre

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 rust a oa an urzhioù

    [ʁyst wa 'nyʁʒo]

    les ordres [consignes] étaient sévères [de la commandante de gendarmerie]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

reizh

Gwelet an tem Bezañ reizh

  • 🔗 lakat an traoù war o reizh

    [’lɑkə ntrɛw war o re:s]

    mettre les choses en ordre

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar re-mañ zo laket war o reizh aze 'ba 'r voest aze

    ['remɑ̃ zo 'lɑkə war o re:z 'ɑhe bah west 'ɑhe]

    ceux-ci sont bien rangés là dans la boîte là [biscuits]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ma 'mez ket... ma ne vez ket ar paperoù war o reizh, n'eo ket mat kwa

    [ma me kə ma ve kə pa'pero war o re:s ne̞ kə mɑ:t kwa]

    si je n'ai pas... si les papiers ne sont pas en règle, ce n'est pas bons quoi

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eo ket arri... n'eo ket arri tout an traoù war o reizh

    [nɛ kəd ɑj nɛ kəd ɑj tut tɾɛw waɹ o ɹe:s]

    toutes les choses ne sont pas revenues... revenues en ordre

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi