Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
espace
frankiz
-
🔗 amañ zo plas da glozañ traoù, amañ zo frankiz
[’ɑ̃mɑ̃ zo plɑs tə ’glo:zɑ̃ trɛw ’ɑ̃mɑ̃ zo ’vrɑ̃ŋkis]
ici il y a de la place pour ranger des choses, ici il y a beaucoup d'espace [c'est spacieux]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 te 'teus frankiz
[te tøz 'vɾɑ̃ŋkis]
tu as de l'espace [avec ton grand terrain]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
aer
Gwelet an tem An aer
-
👂 🔗 'ba... 'ba ar gargal e vez bern, serten reoù zo... ma oant dizolo kwa, ma 'deuint aer ivez, neuze e vez bern boulloù
[bah bah ’gɑɹgəl ve bɛɹn ’sɛɹtɛn ɹew zo ma wɑ̃ɲ di’zo:lo kwa ma dœɲ ɛ:ɹ ije ’nœ:he ve bɛɹn ’bu:lu]
dans... dans le houx il y en a plein, certains sont... s'ils étaient à découvert quoi, s'ils ont de l'espace aussi, alors il y a plein de boules
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo evel, forzh penaos 'ba... lakat ur vetrabezenn, neuze ma n'eus ket hini ebet tost dezhi 'deus muioc'h a aer
[ze zo wɛl fɔɹs pə'nɔ̃:z bah 'lɑkə ˌvetɾɑ'be:zən 'nœ:he ma nøs kə hi:ni bet tɔst tɛj dœz 'my:ɔh ɛ:ɹ]
c'est comme, n'importe comment dans... mettre une betterave, alors s'il n'y en a aucune à côté d'elle elle a plus d'espace
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi