Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

partir (à – de)

diwar

Gwelet an araogennoù war pajenn an displegadurioù
Gwelet an tem Ar fraksioneroù

  • 👂 🔗 plant anezhe 'ba da jardin ha goude e derc'hi da gaout had diwar ar re-se

    [plɑ̃n nɛ: ba də ʒɛɲ a ’gu:de ’dɛrhi də gɑ: hɑ:d diwar ə ’rehe]

    plante-les dans ton jardin et tu vas avoir de la semence à partir de celles-là

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

deus talek

Gwelet an tem Deus talek

  • 🔗 deus talek A betek Z

    [døs tɑlɛk ɑ 'betɛk zɛd]

    de A jusqu'à Z

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

adalek

Gwelet an tem Adalek ma

  • 👂 🔗 pemzek kilometr zo adalek amañ

    ['pɛmzɛk kilo'mɛt zo 'dɑ:lɛg 'ɑ̃mɑ̃]

    il y a quinze kilomètres à partir d'ici

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi