Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
répondre
respont
Gwelet an tem Respont
-
👂 🔗 Nann, ma gomañsan ober e vo ret din derc'hen d'ober. Se 'na respontet din. Ma gomañsan ober e vo ret din derc'hen goude.
Nann, ma gomañsañ or vo rét tin dèrhèn d'or. Zé na rèspontet tin. Ma gomañsañ or vo rét tin dèrhèn goudé.
Non, si je commence à le faire, je devrai continuer. C'est ce qu'il m'avait répondu. Si je commence à le faire, je devrai continuer ensuite.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 respont a ra ac'hanout
['respɔ̃n ra 'ɑ̃nut]
elle te répond
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Ne responta ket ken gwelet a rez, kollet neus he deod !
[ʁɛspɔ̃ˈta kə ken gwɛs ˈkolə nøs i ˈdɛɔt]
Elle ne répond plus tu vois, elle a perdu sa langue !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Ne ouie ket petra respont din quoi, met feiz, truez 'ma [diontañ]... Goude 'ma keuz bezañ goulennet se gantañ, met anfin...
[uje kə 'pʁaː 'ʁɛspõn 'dĩː kwa mɛ fe 'tʁye ma d – 'guːde ma 'kœ̃ː 'beã 'guːlə 'se 'gãntã mɛd ã'fin]
Il ne savait pas quoi me répondre, mais j'avais pitié de... Ensuite, je regrettais de lui avoir demandé ça, mais enfin...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met me a responte anezhañ evel-se, koulskoude e oa darn ha n'houlennent ket ober, met anfin me...
[mɛ 'me ʁɛs'põte 'neã vəse – kus'kuːde wa 'daʁn a nulɛŋ kəd 'ɔːʁ – mɛ ã'fin me]
Mais moi je lui répondait comme ça, pourtant certains ne voulaient [n'osaient] pas le faire, mais enfin moi...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya, traoù 'teus da c'houll ganin evit... E c'hallez goull anezhe ganin neuze, me a responto anezhe ma vezan kat d'ober. Ya kar 'mez moaien da respont anezhe ervat, ma respontan anezhe fall, te ac'h aio da lavaret goude ec'h eo me 'mo lavaret se dit quoi.
[ja 'tʁɛw tøs tə 'hul gə'nĩ wit – 'halɛz gul 'ne̞ː gə'nĩː nœhe – me 'ʁɛs'põnto 'ne̞ː ma vɛn kat 'tɔːʁ – ja ka me 'mwɔjən də 'ʁɛspõn ne̞ 'vɑːt – ma ʁɛs'põntã ne̞ 'val – te hɛj də 'lɑː gude he̞ 'me mo 'lɑː se 'dit kwa]
Oui, tu as des choses à me demander [= des questions à me poser] pour... Tu peux me les demander, j'y répondrai si j'en suis capable. Oui car il faut que je trouve le moyen de bien y répondre, si j'y réponds mal, tu iras dire ensuite que c'est moi qui t'ai dit ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal