Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

crépiter

frizañ

  • 🔗 frizañ a ra an dour

    ['fʁi:zɑ̃ ʁa ndu:ʁ]

    l'eau crépite [sur la galetière]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ti unan gozh bennak gwechall kwa, 'vije ket gwall strikt, e oa hini bihan, pa vije graet krampouezh o c'houll an hini gozh gantañ « c'hoazh 'po ? » « deus a gouezho emezañ ! » peogwir e lake ur briñsenn bah e... ha pa gouezhe war ar billig e vije klevet o frizañ

    [ti yn’go:z bə’nɑ:g gweˈʒal kwa viʒe kə gwe̞lˈstɾik wa ’i:ni ’bi:ən pe viʒe gwɛ ’kɾɑ̃mpus hu:l n:i go:s ’kɑ̃tɑ̃ hwɑs po dœz ’gwe:o meɑ̃ py’gy:ʁ ’lake ’bɾĩsən bah i a pe ’gwe:e waʁ ’biliɟ viʒe ’klɛwə ’fɾi:zɑ̃]

    chez une vieille autrefois quoi, ce n'était pas très strict [sur le plan de la propreté], il y avait un petit quand on faisait des crêpes la vieille lui demandait « tu en auras encore ? » « selon ce qui tombera dit-il ! », puisqu'elle mettait une prise [de tabac] dans son... et quand ça tombait sur la galetière on l'entendait crépiter

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi