Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

câlins

cherioù

Gwelet an tem Mañigoù ha cherioù

  • 🔗 ober cherioù

    ['o:bər 'ʃe:rjo]

    faire des câlins

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 geo, tammoù pokoù a lâran dit, tamm cherikoù

    [ge 'tɑ̃mo 'poko 'lɑ:rɑ̃ dit tɑ̃m ʃe'riko]

    si, de petits bisous je te dis, des petits câlins

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

nañnañig

  • 👂 🔗 nañnañig a vez d'an hini bihan, dezhañ da gousket kwa hein, e vije hejet 'ba... 'ba e wetur pe 'ba ar sort a vije kwa, « nañnañig », se 'meus bet klevet hañ

    [nɑ̃'nɑ̃:ic ve də 'ni:ni 'bi:ən deɑ̃ də 'guskət kwa ɛ̃ viʒe 'hĩ:ʒə bah bah ni 'wetyʁ pe ba sɔʁd viʒe kwa nɑ̃'nɑ̃:ic ze møz be 'klɛwəd ɑ̃]

    on câline le petit, pour qu'il dorme quoi hein, on le berçait dans... dans sa voiture ou dans ce qu'il y avait quoi, « câlin », ça je l'ai entendu

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi