👂🔗Boñ a-wezhioù, ma vije ur vuoc’h d’halañ pe un dra bennaket e degouezhe dit bezañ diwezhatoc’h met anfin, boñ, a-benn seizh eur eo rare ma ne vije ket fin, ma ne vije ket fin hañ. X e-barzh ar park a vez ar memes tra ivez.
Boñ (a)wêjo, ma vijé vuh t’alañ, pé ’n dra bénnaket digwêê dit béañ diwéétoh, mèd anfin, boñ, bènn sèiz eur è rare ma vijé ke fin, ma vijé ke fin añ. X bah park vé mostra ie.
Parfois, quand il fallait faire vêler une vache ou quelque chose comme ça, il arrivait d’être plus tard, mais enfin, c’est rare si ce n’est pas fini pour sept heures. X au champ c’était pareil.
Gant : plac’h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
👂🔗Anfin, peurvuiañ e vije pe un devezh ar sizhun pe daou devezh ar sizhun, ha e vije ar memes tra bep sizhun, quoi. Ya. Eñ a oa an abitud quoi ma kerez.
Añfin, pèrvuañ vijé pé ’n déwes zun pé dow déwes zun, a vijé momes tra bop sun quoi. Ya. Eñ oa ’n abitut quoi ma kées.
Enfin, en général c’était un jour par semaine ou deux jours par semaine, et c’était pareil chaque semaine. Oui, c’était l’habitude, si tu veux.
Gant : plac’h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.